Republik ar Rif
Republik ar Rif a voe embannet e 1921 e hanternoz Maroko, e menezioù ar Rif. Betek 1926 e padas.
Republik ar Rif
Deiziad krouiñ | 18 Gwe 1921 |
---|---|
Anv annezidi | rifeño, rifeña |
Yezh ofisiel | rifeg |
Kevandir | Afrika |
Kêr-benn | Ajdir |
Located in the present-day administrative territorial entity | Maroko |
Daveennoù douaroniel | 35°12′0″N 3°55′0″W |
Renad politikel | Republik |
Moneiz | riffan mamoun |
Bet erlec'hiet gant | Maroko spagnol |
Erlec'hiañ a ra | Maroko spagnol |
Deiziad divodañ | 27 Mae 1926 |
Relijion ofisiel | Islam, Islam sunnit |
Istor
kemmañE 1921 ec'h emsavas ar poblad berber Ait Ouriaghel, renet gant Muhammad ibn Abd al-Karim al-C'hattabi, a-enep ar Spagnoled.
E penn 18 000 soudard edo ar jeneral spagnol Manuel Fernández Silvestre (1871-1921). D'an 21 a viz Gouhere 1921 e voe lazhet 13 000 anezhe en emgann Annual, ma en em lazhas ar jeneral.
Diskaret e voe ar republik d'ar 27 a viz Mae 1926 gant an armeoù spagnol ha gall goude dilestradeg wadek Alhucemas, ma voe implijet armoù kimiek gant ar Spagnoled a-enep ar bobl, hag evit se e voent skoazellet gant an armeoù alaman ha gall.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Stroll : Abd El-Krim et la république du Rif, La Découverte, 1976 (ISBN 978-2-7071-0776-3) — En-linenn