Revolução Pernambucana

Ar Revolução Pernambucana, pe Revolução dos Padres, pe Dispac'h Pernambuco, a zo un emsavadeg a c'hoarvezas e stad Pernambuco e Brazil d'ar 6 a viz Meurzh 1817. Levezonet e voe gant mennozhioù ar Sklêrijenn skignet gant ar frañmasoned ha broudet gant dispignoù bras an tiegezh roueel nevez erruet e Brazil eus Portugal, ken na veze ret da gapiteniezh Pernambuco, ar binvidikañ eus an trevadennoù, kas da Rio de Janeiro bernioù arc'hant da baeañ goproù ar servijerien, ar predoù bras, an dilhad, ha festoù al Lez.

Banniel Dispac'h Pernambuco, e 1817.