Richardis Swabia, pe Santez Richardis[1], pe Richgard, pe Richarde e galleg, (war-dro 840- † 18 a viz Gwengolo etre 894 ha 896) a oa ur briñsez frank, merc'h da Erchanger Souabia, kont palatin Nordgau en Elzas. Brudet e oa da vout deol.

He buhez

kemmañ
 
Picture changed—update the caption if needed:
Barn an tan, gant Dirk Bouts

Ganet e oa en Elzas. He zad a oa eus an tiegezhiad Ahalolfinger.

E 862 ec'h euredas da g-Karl an Tev, a oa da vout impalaer ar C'hornôg . Kurunennet e voent o-daou e Roma e 881 gant ar pab Yann VIII. Bugel ebet n'o doe[2].

Bec'h en doa Karl gant ar Vikinged a rae freuz ha reuz er vro, ha ne zeue ket a-benn da dalañ oute. Krog e oa da spontañ ha da bennfolliñ.

Pennkuzulier Karl e oa Liutward, ha kasoni a vage baroned al lez outañ. Se zo kaoz moarvat ez ejont da gontañ d'an impalaer ez avoultre gant Richardis.

Tamall a reas Karl neuze d'e wreg bezañ avoultrez ha kas a reas anezhi kuit war zigarez ne oa ket gwir briedelezh etreze. Prosez a voe. Barnet e voe voe Richardis dre an tan, ha didamallet. Serret e voe Karl en un abati. Klask a reas Richardis kemer ar galloud neuze met ne deuas ket a-benn.

Santez

kemmañ

A-benn ar fin en em dennas en abati Andlau, 35 km eus Strasbourg, a oa bet diazezet ganti war he douaroù en 880, a-raok dezhi bout kaset kuit gant he fried, ha ma oa he nizez Rotrod a oa abadez.

Richardis a boe ivez abadez e Säckingen ha Zürich.

Kehelerezh

kemmañ

Mervel a reas Richardis en Andlau d'an 18 a viz Gwengolo ha beziet e voe eno. Anvet e voe da santez war-lerc'h he marv.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Richardis el lec'hienn FMG
  2. Richardis ha Karl a douas, e 887, pa oa bet graet an tamall a avoultriezh, ne oa ket bet kaset ar briedelezh da benn