Rigel, pe Bêta Orionis (β Orionis / β Ori), pe c'hoazh Riwall e brezhoneg[1], eo lugernusañ steredenn steredeg Orion.

Rigel
B-type supergiant star, blue supergiant, Steredenn liesek, pulsating variable star, astrophysical X-ray source, navigational star, near-IR source, UV-emission source
Rann eusWinter Hexagon Kemmañ
SteredegOrion Kemmañ
Type of variable starAlpha Cygni variable Kemmañ
Spectral classB8Ia Kemmañ
MarevezhJ2000.0 Kemmañ
Rigel, "troad" Orion
Rigel hag an Heol lakaet keñver-ha-keñver

Anavet eo an anv Rigel er c'hornaoueg a-c'houde an Xvet kantved a-wael. Donet a ra an anv-se ag an arabeg, èl evit kalz a anvioù stered: en henarabeg ragislamek Rijl al-jawzāʾ a dalv « troad al-jawzāʾ ». Al-jawzā a vehe an "Elgeuse" a gaver en anv ar steredenn Betelgeuse. Sur a-walc'h e oa Elgeuse anv arabek steredeg Orion.

Goude ma oa bet troet oberennoù Ptolemaios get an Arabed e voe anvet Betelgeuse Rijl al-jabbār, « troad ar Ramzʾ » (Orion e vehe ar Ramz-se). Daet e oa an anv diwezhañ-mañ Algebar pe Elgebar er c'hornaoueg, met ne vez ket implijet kalz an anvioù-se.

Dezverkoù

kemmañ

6vet lugernusañ steredenn an oabl eo ha lugernusoc'h eo evit Betelgeuse, ur steredenn arall ag Orion, daoust mah eo anvet "alpha" houmañ-diwezhañ.

Ur ramzsteredenn c'hlas lec'hiet etre 790 ha 950 blead-gouloù douzh an Douar eo. 55 000 gwezh lugernusoc'h ha 84 gwezh brasoc'h evit an Heol eo Rigel. Monet a ray da supernova ha da doull du goude.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, le ciel et l'année chez les Celtes, Label LN, 2005.