Ar stêr Pelotas, pe Rio Pelotas e portugaleg, zo ur stêr etre stadoù Santa Catarina ha Rio Grande do Sul e Brazil. Ul lodenn eus ar stêr a ya d'ober an disparti etre an div stad-se .

Eieniñ a ra er Parque Nacional de São Joaquim er Serra Geral, e kumun Bom Jardim da Serra, e Santa Catarina, tost da eienoù ar río Laranjeiras hag ar río Lava Tudo, en ul lec'h a 1.000 m uhelder.
Neuze e red war-du ar c'hreisteiz, ober an disparti etre kumunioù Bom Jardim da Serra ha São Joaquim. Pa zegouezh en harzoù etre stadoù Santa Catarina ha Rio Grande do Sul e sko war-zu ar c'hornôg.


Teurel a ra e zour er stêr Canoas d'ober ar stêr Uruguay a red betek ar Río de la Plata hag alese d'ar Meurvor Atlantel.

Adstêrioù

kemmañ
  • El lez dehoù (Rio Grande do Sul): los ríos do Louco, da Divisa, Cerquinha, Agua Branca, Bandeirinhas, Forquilha, Socorro, São João Velho, Suçuarana, do Padre, dos Gregórios y Bernardo José.
  • El lez Kleiz (Santa Catarina) : Lava Tudo, Pelotinhas ha Capivaras.