Río Uruguay
Ar stêr Uruguay, pe Río Uruguay e spagnoleg (pe Rio Uruguai e portugaleg) zo ur stêr-veur a 1500 km eus Kreisteizamerika. Redek a ra eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.
An anv
kemmañDiwar an anv Urugua'ý, e gwaranieg, hag a dalvez "stêr an evned livet" .
Douaroniezh
kemmañEieniñ a ra er Serra do Mar e Brazil, ha mont etrezek ar c'hornôg; tremen a ra etre stadoù Santa Catarina ha Rio Grande do Sul.
Goude-se e tro war-zu ar c'hreisteiz hag ober a ra an disparti etre div vro, Arc'hantina ha Brazil: war al lez kornôk emañ proviñsoù ar Mesopotamia arc'hantinat, da lavarout eo Misiones, Corrientes hag Entre Ríos, ha war al lez reter emañ stadoù Brazil.
Pelloc'h e ra an disparti etre Arc'hantina, atav er c'hornôg, ha departamantoù Uruguay er reter: Artigas, Salto, Paysandú, Río Negro, Soriano ha Colonia.
Aberiñ a ra neuze er Meurvor Atlantel a-gevret gant ar stêr Paraná d'ober ar Río de la Plata.
Adstêrioù
kemmañ- ar stêr Pepirí Guazú
- ar stêr Gualeguaychú
- ar Río Negro (Uruguay)
Pontoù
kemmañPemp pont etrevroadel zo dreisti:
- Puente de la Integración
- Paso de los Libres-Uruguaiana, etre Arc'hantina ha Brazil;
- Puente Salto Grande,
- Puente General Artigas
- Puente Libertador General San Martín etre Arc'hantina ha Bro-Uruguay.
Liammoù diavaez
kemmañ- (es) Salto Grande Hydroelectric System
- (en) (es) About Uruguay
- (es)Trivia about Uruguay
- (en) Bibliography on Water Resources and International Law, Peace Palace Library