Riwallon Dol
Riwallon Iañ Dol, lesanvet Capra Canuta (Gavr Gwenn he blev), ganet e 1015 ha marvet e 1065, a oa aotrou Komborn hag advoue Dol, pe signifer sancti Samsonis (doug-banniel Sant Samzun). Mab e oa da Hamon Iañ Aled, ha d'e wreg Roianteline, merc'h da Riwall.
Riwallon, a oa gwaz dindan an dug Konan II, a oa emsavet ouzh e aotrou, hag a c'houlennas skoazell digant dug Normandi Gwilherm II, a-enep dug Breizh. Faezhet e voe dug Breizh e 1064, met ne glaskas ket Gwilherm mont pelloc'h rak o prientiñ aloubidigezh Bro-Saoz edo.
Dimeziñ a reas Riwallon da Aremburge du Puiset merc'h da Gelduin, beskont Chartres, ha bugale o doe :
Levrlennadur
kemmañ- Michel Brand'Honneur, Manoirs et châteaux dans le comté de Rennes (XIe-XII siècles), Presse Universitaire de Rennes, 2001 (ISBN 2-86847-561-2)