Robby Naish (23a viz Ebrel 1963 e La Jolla, San Diego, California) a zo ur plakenner-dre-lien amerikan, deuet da vezañ kampion ar bed d'an oad a 13 vloaz. US1111 eo e niverenn plankenn-dre-lien. Abaoe an taol-kaer-se en deus kendalc'het hag eo bet kampion ar bed meur a wech, ha kalz en deus graet ivez evit bed ar plankennoù-dre-lien, ar pezh a laka anezhañ da vezañ un arouez er bed-se. N'eo ket brudet-tre er Stadoù-Unanet, met brudet da vat eo bet en Alamagn hag e Bro-C'hall. Ne gemer ket mui perzh e kenstrivadegoù hiziv-an-deiz, met kenderc'hel a ra da bleustriñ evit ar blijadur e Maui hag e Oahu (spot Diamond Head). Perc'henn eo ivez war un embregerezh (anvet Naish), produet e vez plankennoù, lienoù ha dafar kitesurf gantañ.

Robby Naish (Windsurf World Cup Sylt 2006)

Liammoù diavaez

kemmañ