Roberto Faz Monzón zo ur soner kuban, ganet e Regla d'an 18 a viz Gwengolo 1914 ha marvet e La Habana d'ar 26 a viz Ebrel 1966[1].

Paourik e oa e dud, soner e dad, ha seniñ a reas Roberto e lazoù bihan a-raok mont da seniñ e 1930 gant al laz a oa renet gant e dad, an Orquesta Ultramar. Kaner ha tabouliner e oa, ha mont a reas ivez gant al laz Conjunto Casino adal 1943, hag e 1956, pa oa brudet dija, tostik kement ha Benny Moré, da sevel al laz Roberto Faz y su conjunto. Lesanvet e voe "El Sonero Mayor" ha "Cantante de los Cantantes"

E La Habana e varvas e 1966. Hervez ur vojenn e voe douaret en e vev.

Kanaouennoù

kemmañ

E-touez ar c'hanaouennoù savet gantañ: Te traigo mi son, El pregón de la montaña, Nadie baila como yo, El retozón, hag Aguanile Mai Mai. Gantañ ivez eo bet brudet, er bloavezhioù 1950, ar guaracha Pintate los labios, María, savet gant Ramón Castro Herrera, adkanet abaoe gant Eliades Ochoa.

Liamm où diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. Cubarte (es)