Buche y pluma
Buche y pluma, pe Buche y pluma no' má zo ur ganaouenn savet gant ar sonaozour puertorikan Rafael Hernández Marín[1](1892–1965), ha kanet gant ar Sexteto Habanero adal 1924[2], Myrta Silva, Dioris Vallares[3] La Lupe, Celia Cruz, Roberto Faz ha Roberto Torres, ha sonet gant Bebo Valdés[4];
Diazezet eo an titl war un droienn spagnolek amerikan implijet er Republik Dominikan : buche y pluma ("stomog ha pluñv"), pe buchipluma (evel ma vez distaget peurvuiañ), eo an dud a gomz ha ne reont netra, evel ma lavarer « teod hir, dorn berr » e brezhoneg[5],[6] ; no má zo un droienn ordinal ha berradur no más, "netra ken".
Kanaouennoù all deveret
kemmañ- Ur ganaouenn all zo bet savet war ar memes ton, kemmet a-boan, hogen gant komzoù all, hag anvet Hueso na ma (Eskern[7] ha netra ken), gant an Trio Matamoros, ha brudet gant kanerien evel Roberto Torres ha Manzanita.
- Ur ganaouenn all zo ivez er memes anv, Buche y pluma, zo gant ar c'haner puertorikan Tony Lenta (ganet e 1980), en doare reggaeton[8].
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) Komzoù
- ↑ YouTube ; dre fazi eo merket eo kanet gant an Trio Matamoros.
- ↑ Kanet gant Dioris Vallares
- ↑ Sonet gant Bebo Valdés
- ↑ (es) Diccionario de la lengua española
- ↑ (es) Diccionario libre
- ↑ Eskern, ha n'eo ket askorn, rak fatañ a ra distagadur "s" al liester e spagnoleg komzet e Puerto Rico, ha Kuba, evel en hini Andalouzia e Spagn.
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=2QA7DNc8-a8