Menezioù Roc'hellek
(Adkaset eus Rocky Mountains)
Ar Menezioù Roc'hellek (Rocky Mountains pe Rockies e saozneg, Montagnes Rocheuses e galleg) zo un aradennad venezioù e kornôg Norzhamerika. En em astenn a ra a-hed ouzhpenn 4 800 km eus Mec’hiko betek Alaska, dre ar Stadoù Unanet ha Kanada. Ar Menez Elbert, e Colorado, eo ar menez uhelañ, pa dap 4 401 metr a-us live ar mor. Ar Menez Robson (3 954 m) eo ar menez uhelañ e Kanada. Er Menezioù Roc'hellek e kaver meur a bark broadel, da skouer Park broadel Yellowstone ha kreizennoù sportoù goañv.
Menezioù Roc'hellek
Anv er yezh a orin | Rocky Mountains, montagnes Rocheuses |
---|---|
Aradennad menezioù | Aradennad Amerika |
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Kanada, Stadoù-Unanet |
Daveennoù douaroniel | 44°30′0″N 113°30′0″W |
Poent uhelañ | Mount Elbert |
Danvez implijet | metamorphic rock, igneous rock, sedimentary rock |
Prantad | Kretase, Precambrian |
Orientation | north-south |
Stêrioù zo o eien er Menezioù Roc'hellek
kemmañ- ar stêr Arkansas ;
- ar stêr Missouri ;
- ar Río Grande ;
- ar stêr Platte ;
- ar stêr Yellowstone.
- ar stêr Colorado ;
- ar stêr Columbia ;
- ar stêr Fraser ;
- ar stêr Green ;
- ar stêr Salmon ;
- ar stêr San Juan ;
- ar stêr Snake ;
- ar stêr Yukon.
- ar stêr Athabasca ;
- ar stêr Liard ;
- stêr ar Peoc'h ;
- ar stêr Saskatchewan ;
- ar stêr Bow.