Karr-nezañ
(Adkaset eus Rod-nezañ)
Ur c'harr-nezañ, pe ur rod-nezañ, zo ur benveg da nezañ gloan dreist-holl, pe lin pe kanab, a veze implijet er gêr, en ti gwechall. Gant ar c'harr-nezañ eo bet kemeret lec'h ar gegel en ti, tra ma c'halled kas ar gegel e-maez an ti, da vaesa saout lakaomp.
Un nezerez eo ar vaouez a vez o nezañ.
Istor
kemmañ- Iañ kantved: karr-nezañ o vont en-dro gant an dorn e Sina;
- war-dro 1210 e Sina : kentañ skeudenn eus ur c'harr-nezañ.
- war-dro 1224 : kentañ karr-nezañ e Venezia hag en Gall
Gandhi hag e heulierien a rae an dilhad a zougent hag a roe ton d'an dud all d'ober kemend-all evit distabilaat an ekonomiezh saoz a zalc'he al labouradegoù-nezañ. Ar charkha, ar rod-nezañ indian a voe lakaet ouzh banniel Strollad ar C'hendalc'h.
Skeudennoù
kemmañ-
Santez Elesbed Hungaria o nezañ evit ar beorien, gant Marianne Stokes .
-
Gandhi o nezañ.
-
Gandhi o nezañ, e 1929.
-
Poltred Anna Codde, gant Maarten van Heemskerck, 1529.
-
Minerva ouzh ar rod-nezañ, gant Diego Velázquez