Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mohandas Karamchand Gandhi
Mahatma Gandhi
Anv Mohandas Karamchand Gandhi
Alias Tad Broad India - Mahatma Gandhi
Ganet 2 Here 1869
Porbandar, Gujarat (India)
Marvet 30 Genver 1948
New Delhi (India)

Bet eo Mohandas Karamchand Gandhi (hindeg: मोहनदास करमचन्द गांधी; goudjarateg: મોહનદાસ કરમચંદ ગાંધી; 2 Here 186930 Genver 1948) pennlusker speredel ha politikel India . E penn ar stourm evit dizalc'hiezh India diouzh Impalaeriezh Breizh-Veur eo bet, harpet gant milionoù a Indiz. A-hed e vuhez en deus distaolet kement stumm feulster pe sponterezh zo. Savet eo bet gantañ an termen a satyagraha, evit deskrivañ prederouriezh an anfeulster kaset war-raok gantañ. Levezon en deus bet ar satyagraha abaoe war luskadoù emsavel anfeuls en e vro hag er bed a-bezh.

Deuet eo da vezañ un ikonenn vroadel e 1918 p'en deus kemeret penn ar stourm evit an dizalc'hiezh ha Kendalc'h Broadel India. Lesanvet eo bet, gant azaouez bras, Mahatma da lavaret eo Ene Meur gant milionoù a Indiz. Daoust ma ne blije ket nemeur dezhañ ar merkoù a enorioù e vez graet c'hoazh gant Mahatma Gandhi, ar pezh a dalvez an eneeg, den a ene, pa gomzer diwar e benn hiziv er bed a-bezh. Ouzhpenn ma seller outañ evel pennrener brasañ an Istor e vez graet "Tad ar Vroad" pe Bapu (hindi evit Tad) anezhañ en India. Un devezh gouel broadel eo Gandhi Jayanti an 2 a viz Genver, deiz e zeiz-ha-bloaz.

Gant doareoù anfeuls ha dre an disuj sivil eo deuet a-benn Gandhi da gaout dizalc'hiezh ar vro digant Breizh-Veur. Un awen eo bet e skouer evit pobloù trevadennet all hag, a-benn ar fin, eo bet diskaret Impalaeriezh Breizh-Veur. Pennaenn Gandhi ar satyagraha (eus ar gerioù sañskritek satya evit gwirionez ha agraha evit striv), bet troet alies gant "hent ar wirionez" pe "klask ar wirionez" zo bet awenet ganti emsaverien evit ar frankiz all evel Martin Luther King, Jr., an Dalai Lama, Lech Wałęsa, Stephen Biko, Aung San Suu Kyi, ha Nelson Mandela. Koulskoude n'o deus ket an holl bennoù-se dalc'het-mort da bennaenn strizh Gandhi an anfeulster hag an anersaviñ.

Alies en deus bet Gandhi disklêriet e oa eeun-kenañ e bennaennoù hag e save o mammenn da gredennoù Hindou hengounel : gwirionez (satya) hag anfeulster (ahimsa). "N'em eus ket netra nevez da gelenn d'ar bed. Gwirionez hag anfeulster zo ken kozh har ar menezioù" emezañ.

Yaouankiz

kemmañ
 
Gandhi gant e wreg Kasturba (1902)

Ganet eo bet Mohandas Karamchand Gandhi (anvet mahatma, "an eneeg; den a ene") en un tiegezh Modh Hindou e Porbandar e Gujarat en India e 1869. Mab e oa da Karamchand Gandhi, anezhañ diwan (melestrour meur) Porbandar, ha da bPutlibai, pevare gwreg Karamchand, hag ezel eus sektenn Vaishnava. Desavet eo bet gant ur vamm Vaishnava devot hag en aergelc'h jahinek ar Gujarat. A-vihanik e tesk Gandhi dogma an doujañs d'ar boudañ bev, ar vejetarianiezh, ar yun evit en em c'hlanaat hag ar c'hendoujañs etre feizidi kredennoù ha sektennoù disheñvel. Ganet e oa bet e kasta ar vaishyaed (kasta an dud a aferioù).

E miz Mae 1882, hag eñ 13 vloaz, eo euredet Gandhi gant Kasturba Makharji, a oad gantañ, dre un dimeziñ rakdivizet gant e gerent. Pevar mab a vo : Harilal Gandhi, ganet e 1888; Manilal Gandhi, ganet e 1892; Ramdas Gandhi, ganet e 1897; ha Devdas Gandhi, ganet e 1900.

En e yaouankiz eo bet Gandhi ur studier dister e Porbandar ha, diwezhatoc'h, e Rajkot. Tenn eo bet dezhañ bezañ degemeret en arnodenn mont e-barzh Skol-veur Mumbai e 1887. Mont a ra da skolaj Samaldas e Bhavnagar. Ne chomo ket pell eno avat rak fellout a ra d'e familh ez afe da alvokad. Maleürus e oa e Samaldas hag e lammas war an digarez evit mont da studiañ da Vreizh-Veur gwelet gantañ evel "ur vro prederourien ha barzhed, kreizik-kreiz ar sevenadurezh."

Da 19 vloaz emañ e Skol-veur Londrez evit mont da alvokad. E Londrez, kêr-benn an Impalaeriezh, e talc'h da zoujañ d'ar bromesa graet d'e vamm kent kuitaat India da chom hep debriñ kig nag alkool, hervez erbedadennoù ar manac'h jahinour Becharji. Daoust ma klask reizhañ e emzalc'h diouzh ar boazioù saoz n'eo ket e stomak evit en em ober ouzh kig dañvad ha kaol ar berc'hennez. Kaset e vo ganti war-du unan eus an nebeud pretioù vejetarian saoz a oa e Londrez d'ar mare-hont. N'eo ket trawalc'h dezhañ sujañ d'ar bromesa graet d'e vamm. Kregiñ a ra da lenn war an divoud ha dont a ra da vezañ ur vejetarian a-youl. Lakaat a ra e anv e kevredigezh ar vejetarianed, dilennet eo er c'huzul-merañ ha sevel a ra ur skourr lec'hel. Diwezhatoc'h e lavaro e vo bet talvoudus dezhañ an tamm skiant bet prenet eno evit aozañ frammoù ha ren luskadoù. E-mesk ar vejetarianed a ra anaoudegezh ganto ez eus izili eus ar gevredigezh teozofel bet krouet e 1875 gant H.P. Blavatsky evit kas war-raok ar genvreuriezh hollvedel. Mennet e oa an Deozofourien da studiañ ar voudaegezh hag al lennegezh Hindou brahmanek. Broudañ a reont Gandhi da lenn ar Bhagavad Gita. Daoust dezhañ bezañ chomet diseblant a-walc'h ouzh ar relijion betek neuze, e krog Gandhi da lenn studiadennoù hindou pe diwar-benn an hindouegezh, ar relijion kristen, ar voudaegezh ha relijionoù all.

Distreiñ a ra da India goude bezañ bet degemeret e-touez ar vreutaerien. En em staliañ a ra evel alvokad e Mumbai hep ober nemeur a verzh. D'ar mare-hont e oa breutaerien diouzh an druilh en India ha ne oa ket ur mailh eus Gandhi el lezioù-barn. Goulenn a ra bezañ lakaet da gelenner hanter-amzer e skol eil derez Mumbai met ne zeu ket a-benn. A-benn ar fin e tistro da Rajkot evit bevañ-bevaik dre sevel danvez skridoù klemm evit pratikoù met rediet eo da serriñ e stal goude brochañ gant ur c'hargiad saoz. En e vuhezskrid e teskriv an tabut-se evel ur seurt striv c'hwitet a-berzh ul lobby bennak a-benn noazout ouzh e vreur henañ. War-se, e 1893, e ra e soñj asantiñ kemer ur post evit bloaz gant un embregerezh indiat e Natal, Suafrika.

Luskad ar gwirioù sivil e Suafrika (1893–1914)

kemmañ

D'ar c'houlz-se eus e vuhez ez eus eus Gandhi un den habask, lentik, diseblant e-keñver ar politikerezh. Lennet en deus ar gazetenn evit ar wech kentañ da 18 vloaz ha krennañ a ra evel ur barr-delioù bep tro m'en devez da gemer ar gaoz el lez-varn. Suafrika a cheñcho anezhañ krenn pa ranko talañ ouzh emzalc'h mac'hom ha mezhus Breizhveuriz e-keñver Indiz er vro-se. Un deiz ma oa el lez e kêr Durban e c'houlenn ur barner outañ tennañ e dulban, ar pezh a nac'h ober. Skarzhet eo er-maez eus al lez. Ur wech all eo bet stlapet-mik er-maez eus un tren e Pietermaritzburg evit bezañ nac'het kuitaat ar c'hentañ klas evit mont d'ar c'hombod trede klas miret evit an dud a liv pa oa bet gwerzhet ur bilhed tren kentañ klas dezhañ.

Diwezhatoc'h, graet e soñj gantañ beajiñ gant ar rederig e vo kannet gant ur bleiner evit bezañ nac'het mont war ar stleugoù a-benn leuskel e blas d'ur beajour europat. Mezhekaet ha gwallgaset e vo a-hed e veaj ha nac'het e vo outañ mont tre e meur a leti abalamour d'e ouenn. Treuzfurmet e vo buhez Ganhi gant an darvoudoù-se evel m'en diskouez anat al levrioù bet skrivet diwar e benn pelloc'h. Nerzh a zastumo ennañ e-unan evit e stourm un nebeud devezhioù diwezhatoc'h pa stagas gant ur veaj da Bretoria. Gant ar skiant-prenañ tapet gantañ e krog da sellet pishoc'h ouzh ar poanioù gouzañvet gant e bobl e Suafrika er c'houlz m'emañ e Pretoria.

 
Gandhi e Suafrika (1895)

Goude bezañ bet test drezañ e-unan, ha diwar e goust, eus ar ouennelouriezh hag eus an droukziforc'hioù e-keñver e bobl e krog Gandhi da adlakaat e kaoz statud Indiz hag e blas dezhañ e-unan er gevredigezh. E-pad emsavadeg ar Zouloued ez eus aozet gantañ unan eus ar c'hreizennoù louzaouiñ nemeto savet evit ober war-dro ar re zu bet gloazet pa nac'h ar vezeien wenn prederiañ anezho.

Echu e gevrat gantañ emañ Gandhi ouzh en em brientiñ evit distreiñ da India. E-ser kimiadiñ avat, en un abadenn en enor dezhañ e Durban, e tichañs dezhañ teuler ur sell war ar gazetenn, hag eñ deskiñ emeur o tanzen ul lezenn e Bodadeg Lezennel Natal a-benn nac'hañ ar gwir da votiñ ouzh Indiz. Goude komz gant e ostizien e oa lakaet da gompren n'emañ ket ganto ar skiant evit enebiñ ouzh an danvez lezenn hag e oa aspedet da chom pelloc'h ha da skoazellañ anezho. Chom a ra ha kinnig a ra meur a glemm da vodad lezenn Natal ha da c'houarnamant Breizh-Veur a-benn enebiñ ouzh ar raktres. Ne zeu ket a-benn da zizarbenn al lezenn met dont a ra a-benn da sachañ an evezh war ar gaou graet ouzh Indiz e Suafrika. Kendrec'het eo gant harperien da chom e Durban ha da stourm a-enep d'ar stad truezus a vez kinniget da Indiz. Krouiñ a ra Kendalc'h Indiz Natal e 1894 ha mont a ra da sekretour ar strollad.

Frammañ a ra e aozadur kumuniezh Indiz Suafrika en un nerzh politikel liesdoare a gas klemmoù ha disklêriadurioù a-vil-vern d'ar gouarnamant ha da bed ar c'hazetennoù en ur lakaat anatoc'h-anatañ ar gaou graet ouzh e bobl gant Breizhveuriz e Suafrika. E 1896 e tistro da India evit ur frapadig a-benn degas e wreg hag e vugale en-dro da vevañ gantañ e Suafrika.

War e zistro, e Genver 1897, ez eo taget gant un engroeziad tud wenn a glask krougañ anezhañ. Kregiñ a ra ar pennaennoù a lakaio e luskadoù da vezañ brudet diwezhatoc'h da zont war wel neuze ha nac'hañ a ra Gandhi sevel klemm pe goulenn digoll ouzh den. Embann a ra ez eo unan eus e bennaennoù chom hep goulenn tra ebet d'ul lez-varn evit un droug personel bet graet dezhañ e-unan.

Pa darzh Brezel Suafrika e tifenn Gandhi ar soñj ma rank Indiz harpañ ar striv brezel evit gellout goulenn bezañ keodedourien leun en eskemm. Lakaat a ra en e sav ur bagad ambulañsourien a-youl vat a ya 300 Indiad hag 800 labourer kevratet d'e ober. Eñ e-unan a ra da gravazher e-kerzh emgann Spion Kop. Medalennet e vo evit se. Pa serr ar brezel avat, ne'z a ket war-raok doare Indiz er vro, kentoc'h e kendalc'h da vont war washaat.

E 1906 ez eus embannet ul lezenn nevez gant gouarnamant Transvaal ma rank holl Indiz an drevadenn bezañ marilhet. Da-geñver ar vanifestadeg diniver dalc'het e Johannesburg e miz Gwengolo ec'h embann Gandhi evit ar wech kentañ e brogram satyagraha (gouestl d'ar wirionez), pe stourm difeuls. Broudañ a ra neuze e genvroidi da stourm a-enep d'al lezenn nevez ha da c'houzañv kastiz evit en ober kentoc'h eget stourm a-enep dre ar feulster. Degemeret eo e strategiezh a gas da seiz vloaz stourm ma vo skourjezet pe bac'het miliadoù a Indiz (en o zouez Gandhi e-unan, meur a wech). Lazhet ez eus tud evit bezañ nac'het bezañ marilhet pe evit bezañ devet o c'hartenn varilh pe bezañ stourmet gant doareoù difeuls a-enep d'ar marilhañ mod pe vod. Berzh a-walc'h a ra gouarnamant Suafrika en e strivoù a-enep d'an emsav indiat met dislavaret eo e zoareoù kriz ha didruez e-keñver manifesterien peoc'hus gant an dud dre vras. A-benn ar fin e rank ar jeneral suafrikan Jan Christian Smuts kevraouiñ gant Gandhi.

[Da vezañ kendalc'het]

Arroudennoù

kemmañ
  • “My nationalism, fierce though it is, is not exclusive, is not devised to harm any nation or individual.”

Levrlennadur

kemmañ
  • (br) Abennez (Turiaw ar Menteg), Gandhi, Al Liamm, niv. 118, pp. 337-344
  • (en) Elst, K. (2001). Gandhi and Godse: A review and a critique. New Delhi: Voice of India.

Liammoù diavaez

kemmañ