Eneppab
Un eneppab (liester: eneppibien pe eneppibion), pe ‘’adpab’’, zo un den a zo bet dezhañ karg ur pab ha douget an anv a bab ha n’eo ket anavezet ar garg-se ken gant an iliz katolik roman a hiriv.
Pab hag eneppab
kemmañReuz zo bet da vareoù zo eus istor an Iliz, dilennadeg zo bet a-wechoù da envel ur pab nevez pa oa ur pab dija. Eneppibien zo a voe dilennet pa ne oa pab ebet met en un doare direizh. A-wechoù e veze rannet an dilennourien etre daou vagad enebet ruz, ha dilennet gante pep a bab disheñvel en hevelep deiz. Darn eus an adpibien-se zo bet anvet gant rouaned pe impalaerien evit o gounid dezho, met envel ar pab a zo bet un doare reizh da zibab ar pab a-wechoù. Aes a-walc’h e vez peurvuiañ disheñvelout pab hag eneppab, met ne vez ket atav, abalamour d’ar mesk en istor an Iliz. Meur a zegouezh a zo bet sklaeraet kalz diwezhatoc’h, darn n’int ket c’hoazh (gwelout roll ar bibien).
Reizhded un dilennadeg n’eo ket an abeg nemetañ da ziazezañ un diviz : a-wechoù e oa padet an helebini etre daou bab abalamour ma n’halled ket lavarout e oa direishoc’h an eil evit egile.
- En afer ar c’hendamouez etre Inosant II hag Anaklet II, da skouer, eo bet sklaeraet an traoù gant marv Anaklet evit brasañ gounid Inosant.
- En afer Skism meur ar C’hornaoueg ez eus bet ur Sened-Meur o tispabañ an tri fab o keveziñ hag o tibab ur pab all, ha n’eo nemet goude e voe divizet ne vije gwelet evel pibien reizh nemet re Roma, da direizh re Avinhon ha Pisa, goude ma’z eo gant pab Pisa e oa bet galvet an eskibien d’ar Sened-Meur.
- En afer ar c’hendamouez entre Leon VIII ha Benead V n’eo ket bet diskoulmet ar gudenn gant an Annuario pontificio hag an daou zo anavezet!
Gant anavezout pibien zo a posteriori, ha dispabiñ re all, ez eus bet lakaet un tamm mesk e niverenniñ ar bibien. Peurvuiañ ne lakaer da eneppab nemet ar re zo bet skoazellet gant tud a ziavaez pe stadoù. Gant se ne gonter ket tud evel an daou Benead XIV hag an holl «eneppibien» a vremañ ha n’eo ket bras niver o diskibien.
Eneppibien deroù istor an Iliz betek ar Grennamzer
kemmañHervez an hengoun katolik eo Hippolit Roma a voe dilennet a-enep Kalist gant ur strollad all e Roma en IIIe kantved. Echuiñ e vuhez a reas Hippolit en harlu e mengleuzioù Sardinia goude heskinerezh an impalaer, a-gevret gant ar pab anvet war-lerc’h Kalist Iañ, Pontien e anv, hag ar peoc’h a reas gant e genvreudeur.
Sed amañ anvioù an eneppibien ha bloavezhioù o fabiezh
- Hippolit Roma, eus 217 da 235
- Novasian, eus 251 da 258 (?)
- Feliz II, eus 355 da 365
- Ursin, eus 366 da 367
- Eulalien, eus 418 da 419
- Laorañs, eus 498 hag eus 501 da 505
- Dioskor, e 530
- Teodor II, e 687
- Paskal Iañ, eus 687 da 692
- Koñstantin II, eus 767 da 769
- Fulup, eus 767 da 768
- Yann VIII, eus 844
- Anastaz III Bibliothecarius, e 855
- Sergius, e 891
- Kristofor, eus 903 da 904
- Benead V, eus 964 da 966
- Bonifas VII, eus 974 hag eus 984 da 985
- Yann XVI, eus 996 da 998
- Gregor VI, e 1012
- ar pab Jelvestr III (1045) a vez gwelet evel un eneppab alies, met anavezet evel pab reizh eo hervez listenn an Annuario pontificio.
- ar pab Gregor VI (1045 — 1046) a vez gwelet evel un eneppab a-wechoù.
- ar pab Klemañs II (1046 — 1047) a vez gwelet evel un eneppab a-wechoù.
- Benead X, eus 1058 da 1059
- Honorius II Cadalus, eus 1061 da 1072
- Klemañs III, e 1080 hag eus 1084 da 1100
- Tieri (Theodoric), eus 1100 da 1102
- Alberzh, e 1102
- Jelvestr IV Maginulf, eus 1105 da 1111
- Gregor VIII, adalek 1118 betek 1121
- Anaklet II, eus 1130 da 1138
- Viktor IV, e 1138
- Viktor IV, eus 1159 da 1164
- Paskal III, eus 1164 da 1168
- Kaliz III, eus 1168 da 1178
- Inosant III, eus 1179 da 1180
- Nikolaz V, eus 1328 da 1330
E-pad mareadoù trubuliet 'zo en istor an Iliz hag istor Europa ez eus bet aozet dilennadegoù direizh a-benn lakaat e Roma pleustrerien ha goulennerien en desped ma oa dija ur pab e karg eus an Iliz.
Eneppibien a zo bet dilennet (en un doare direizh ha kuzh an aliesañ) pa n'oa den ebet ken e karg eskopti Roma. Hag a-wechoù e veze dibabet daou pab pa na oant ket gouest an dilennerien d'en em lakat a-du. Met darn eus an enep-pibien zo bet lakaet e plas gant roueed evit kreñvat o c'halloud.
Memes ma'z eo aes a-walc'h ober ur roll eus an eneppibien, n'eo ket bet sklaer evit reoù 'zo. Dav e oa gortoz bloavezhioù evit gouzout gant pellder an darvoudoù piv a oa ar muiañ er wirionez eget an hini all. Hag a-wechoù ne veze diskoulmet ar stourm etre ar bibien nemet gant marv naturel pe feuls hemañ pe henhont. Ha luziadeg ar stourmoù-se a zispleg ar fazioù veze graet gant niveriñ ar bibien.
Kronologiezh
kemmañLiammoù diabarzh
kemmañ
(diechu)