Jelvestr III
Pab an Iliz katolik roman
Ganedigezh tro ar bloavezh 1000 e Roma
Dilennet da bab 20 a viz Genver 1045
Dibenn e baboni 10 a viz Meurzh 1045
En e raok Benead IX
War e lerc'h Benead IX
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Jelvestr III (e latin: Silvester III), Giovanni de' Crescenzi Ottaviani e anv-tiegezh, ganet tro ar bloavezh 1000 e Roma ha marvet e 1046, a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 20 a viz Genver 1045. Dilennet e voe e-pad an tri miz ma oa bet argaset ar pab Benead IX eus Roma. Biskoazh avat ne voe kadarnaet ha tamallet e voe outañ bezañ prenet e zilennerien. Sellet e veze outañ evel un enep-pab; torret diwar e garg e sened-iliz Sutri ha distreiñ a reas d'e eskobiezh evit doare.