Benead IX
Benead IX Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
Ganedigezh | tro 1012 e Latium |
Dilennet da bab | 1. 21 a viz Here 1032 2. 10 a viz Meurzh 1045 3. 8 a viz Du 1047 |
Dibenn e baboni | 1. Gwengolo 1044 2. 1añ a viz Mae 1045 3. 16 a viz Gouhere 1048 |
En e raok | 1. Yann XIX 2. Jelvestr III 3. Klemañs II |
War e lerc'h | 1. Jelvestr III 2. Gregor VI 3. Damasus II |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Benead IX (e latin: Benedictus IX), Theophylactus Kont Tusculum e anv-tiegezh, ganet tro 1012 e Latium ha marvet e Grottaferrata etre an 18 a viz Gwengolo 1055 hag an 9 a viz Genver 1056, a oa bet pab an Iliz katolik roman teir gwech:
- Etre an 21 a viz Here 1032 ha miz Gwengolo 1044
- Etre an 10 a viz Meurzh 1045 hag ar 1añ a viz Mae 1045
- Etre an 8 a viz Du 1047 hag ar 16 a viz Gouhere 1048
Pab eo bet e-pad 12 vloaz en holl.