Roman Nikolayevich Filipov (rusianeg: Рома́н Никола́евич Фили́пов), ganet d'an 13 a viz Eost 1984 ha marvet d'an 3 a viz C'hwevrer 2018, a oa un nijour milourel rusian en em lazhas goude bezañ bet gloazet ur wech tizhet ha pilet e garr-nij Su-25SM gant ur misil tennet gant islamourien e Proviñs Idlib, e Siria d'an 3 a viz C'hwevrer 2018. Filipov a zo bet enoret gant medalenn harozed Kengevread Rusia.

Roman Filipov
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRusia, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
LealdedRusia Kemmañ
Anv-bihanRoman Kemmañ
Anv-familhFilipov Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Eos 1984 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVoronej Kemmañ
Deiziad ar marv3 C'hwe 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvSaraqib Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvexplosive device Kemmañ
Lec'h douaridigezhKominternovskoe cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Michermilour, nijer brezel Kemmañ
Bet war ar studi eBorisoglebsk Higher Aviators School, Krasnodar Higher Military Aviation School of Pilots named after Hero of the Soviet Union A.K. Serov Kemmañ
Komzoù diwezhañЭто вам за пацанов! Kemmañ
Grad milourelmajor Kemmañ
BrezelRussian military intervention in the Syrian civil war Kemmañ
Skour luRussian Aerospace Forces Kemmañ
Prizioù resevetmedal for distinguished military service, Medal to Participant in Military Operations in Syria, Hero of the Russian Federation Kemmañ
Poltred Roman Filipov

Filipov a oa deuet a-benn da lammañ eus ar c'harr-nij. Ur wech war an douar e oa bet o talañ ouzh milisianed. N'en devoa nemet ur bistolenn Stechkin evit en em zifenn. Komz a rae ouzh ar radio e-pad an tennoù. Embannet en doa bezañ bet lazhet daou islamour. Ur wech tizhet don e oa emdarzhet gant ur c'hreunadenn. E c'herioù diwezhañ hervez filmig ar milisianed a oa bet "Se 'zo evit hor baotred".

 
D'an 23 a viz Meurzh 2018, lid enoriñ Roman Filipov

Buhez prevez

kemmañ

Filipov a oa dimezet hag en devoa ur verc'h.