Rosa Vercellana (1833 – 1885), anavezet evel ‘Rosina’, hag La Bela Rosin e piemonteg, a oa serc'h ha goude pried d'ar roue Vittorio Emanuele II, roue Italia. Anvet e voe da gontez Mirafiori ha Fontanafredda, met ne voe ket rouanez Italia.

Rosa Teresa Vercellana, ar ‘Bela Rosin’

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e Nice, a oa e Rouantelezh Sardinia neuze, ha merc'h yaouankañ Giovanni Battista Vercellana hag e bried Teresa Griglio e oa. Pa voe badezet, pevar deiz goude he ganedigezh, e voe anvet Maria Rosa Teresa Aloisia.[1] [2]

He zad, eus Moncalvo e Proviñs Asti, a oa bet douger-banniel e Gward an impalaer Napoleone Buonaparte. Goude dibenn amzervez Buonaparte e voe anvet da ofiser e Gwarded ar Roue ha gourc'hemenn a eure ar bagad soudarded e kastell Racconigi e 1847; eno e teue ar roue da chaseal. Eno ivez eo e teuas Rosa, ur plac'hig 14 vloaz anezhi, a veve er c'hastell gant he zud, d'ober anaoudegezh gant ar priñs Vittorio Emanuele II.[1]. Serc'h e voe dezhañ ha daou vugel he doe:

  • ur verc'h, Vittoria Guerrieri (1848-1905), a zimezas e 1868 d'ar markiz Giacomo Spinola (1828–1872), ha bugale o doe; addimeziñ a reas e 1873 d'ar markiz Luigi Spinola (1825–1899), ha bugale o doe; addimeziñ a reas da Paolo de Simone, a en em lazhas, bugel ebet n'o doa bet.[3][4]
  • Emanuele Alberto Guerrieri (1851- 1894), kont Mirafiori ha Fontanafredda, a zimezas e 1873 da Bianca de Larderel (1856–1942), ha bugale o doe.[4]

Cholori bras a voe e 1849 pa voe kurunennet Vittorio Emanuele II evel roue Sardinia. Pa varvas pried ar roue e 1855 e kredas ar oue envel Rosa da GontezMirafiori ha Fontanafredda dre un dekred roueel eus 1858. Gantaén ivez e voe anavezet o daou vugel, a voe roet dezho an anv-tiegezh Guerrieri.[1][5]


Victor Emanuel a varvas daou viz goude al lid. Rosa Vercellana a vevas eizh vloaz c'hoazh, hag a varvas d'ar 26 a viz Kerzu 1885.[1]

Ar mausoleon

kemmañ
 
He mausoleon e Torino.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 ‘Rosa Vercellana, the “Bela Rosin”’, La Veneria Reale (Consorzio di Valorizzazione Culturale “La Venaria Reale”).
  2. For the baptism see ‘Rosa Vercellana’ in Wikipedia, L'enciclopedia libera, in the version current on 24 March 2009. The article cites as its main source Roberto Gervaso, La Bella Rosina, amore e ragion di stato in Casa Savoia (Milan: Bompiani 1991).
  3. William Addams Reitwiesner, ‘The Descendants of Donna Vittoria Guerrieri (1848-1905)’, wargs.com (William Addams Reitwiesner Genealogical Services)
  4. 4,0 ha4,1 Davide Shamà, ‘Savoia’, Genealogiedelle famiglie nobile italiani.
  5. Victor Emanuel en doa meur a vastard all, ha meur a serc'h e pevar c'horn Italia. An holl anezho a voe anvet ‘Guerriero’ pe ‘Guerrieri’.Gwelout ‘Parco fluviale del Po tratto torinese: Punti di Interesse’, Parks.it (Rome: Federazione Italiana Parchi e Riserve Natural).