Un doueez eus relijion ar C'halianed eo Rosmerta. Dre zelwennoù hag enskrivadurioù e ouzer e veze azeulet evel doueez ar frouezhusted hag ar builhentez.[1]
Alies e vez diskouezet gant ur c'horn a builhentez[1], ur yalc'h, ur banerad frouezh hag ur patera, ur volenn izel evit al lidoù. Dre vezañs ar patera-se ez eo bet lakaet Rosmerta a-renk gant an doue roman Merc'her hag an doueez Proserpina.

Rosmerta ha Merc'her
Izelvos Eisenberg, ~200-250 GJK
Historisches Museum der Pfalz

Talvoudegezh an anv kemmañ

Un anv galianek eo Rosmerta, a c'haller dielfennañ evel ro-smert-a.

  • Kement ha "kalz", "bras / meur", "trec'h" e talvez ar rakger ro-, evel e ro-bili ("mat-tre") ha ro-cabalus (marc'h meur)[2].
  • Kement ha "pourvezer", "prederer" e talvez an elfenn -smert-, a gaver ivez en anvioù-tud galian evel Adsmerio, Smerius, Smertae, Smertulitani ha Smertus[2].

"Ar bourvezerez veur" hag "ar bredererez veur" eo Rosmerta neuze, ar pezh a glot ouzh he binvioù.
Un addoueez d'ar Merc'her galian eo Rosmerta[1] ; testeniet eo bet azeulerezh Rosmerta en hec'h unan evelato.

Derc'hennadur kemmañ

 
Rosmerta ha Merc'her
Izelvos Autun
Historisches Museum der Pfalz
  • En izelvos a zo bet kavet en Autun emañ Rosmerta war he c'hoazez, ur c'horn a builhentez en he dorn dehou ; war e sav en he zu kleiz emañ Merc'her, ur patera en e zorn dehou ivez.
  • En un izelvos all, bet kavet en Eisenberg[3] emañ Rosmerta war an tu kleiz ha Merc'her war an tu dehou ivez. Ur yalc'h zo gant Rosmerta en he dorn dehou, hag ur patera en he dorn kleiz. Dre an enskrivadur AE1905, niv. 00058 (gwelit amañ dindan) ez eur sur ez eo an doueez Rosmeta a zo war ziskouez.
  • En un trede izelvos, bet kavet en Escolives-Sainte-Camille, ez eus ur patera hag ur c'horn a builhentez ganti.[3]
  • En un izelvos arall, hini Reims, emañ Rosmerta e-kichen an doue galian Toutatis.
  • E Paris ez eus bet kavet ur c'houblad delwennoù, Merc'her ha Rosmerta, honnezh diwezhañ gant ur c'horn a builhentez hag ur banerad frouezh.
  • Un delwenn en arem bet kavet en Annecy a zerc'henn Rosmerta en hec'h unan, azezet war ur roc'hell, ur yalc'h en he dorn ; divaskell Merc'her a ra ur gurunenn d'he blev.

Enskrivadurioù kemmañ

 
El lec'hioù merket e ruz ez eus bet kavet enskrivadurioù a ra dave da Rosmerta ;
e gwer : Atesmerta, e glas : Cantismerta

Gant Nicole Jufer ha Thierry Luginbühl[4] ez eus bet dastumet 27 enskrivadur o venegiñ Rosmerta e Bro-C'hall, en Alamagn hag e Luksembourg ; gant ar proviñsoù roman Belgica ha Germania superior e klot an dachenn-se mui pe vui.
Daou enskeivadur all zo anavezet, unan anezho e Dacia (AE 1998, niv. 01100).

Skouerius eo an daou enskrivadur amañ da heul :

  • Deo Mercurio et Rosmertae / Musicus Lilluti fil(ius) et sui(s) ex voto - CIL13, niv. 04311, e Metz
  • Deo Mercu(rio) / et Rosmer(tae) / M(arcus) Adiuto/rius Mem/{m}or d(ecurio) c(ivitatis) St() / [po]s(uit) l(ibens) m(erito) - en Eisenberg.

En enskrivadurioù CIL 13, niv. 04683 ha CIL 13, niv. 04705, a zo bet kavet e Belgica, emañ an anv-gwan sacrum ("nevet") goude anv Rosmerta.

Eus Wasserbillig (Biliacum e Belgica) e teu an enskrivadur CIL 13, niv. 04208 / AE 1967, niv. 00320 / AE 1987, niv. 00771 :

  • Deo Mercurio [et deae Ros]/mertae aedem c[um signis orna]/mentisque omn[ibus fecit] / Acceptus tabul[arius VIvir] / Augustal[is donavit?] / item hospitalia [sacror(um) cele]/brandorum gr[atia pro se libe]/risque suis ded[icavit 3] / Iulias Lupo [et Maximo co(n)s(ulibus)]
 
Rosmerta ha Merc'her
Musée Saint-Rémi, Reims
 
Rosmerta ha Merc'her
Musée archéologique, Straßburg

Lennegezh kemmañ

  • "An itron Rosmerta" zo unan eus tudennoù istorioù Harry Potter.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Félix Guirand, Mythologie générale, Larousse, Paris, 1992, p. 206 - ISBN 978-2-03-513006-8.
  2. 2,0 ha2,1 Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Errance, Paris, 2003, p. 261-262 - ISBN 978-2-87772-237-7
  3. 3,0 ha3,1 Simone Deyts, Images des dieux de la Gaule, Errance, Paris, 1992, p. 119 - ISBN 978-2-87772-067-0.
  4. Nicole Jufer, Thierry Luginbühl, Répertoire des dieux gaulois, Errance, Paris, 2001 - ISBN 978-2-87772-200-1

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.