Emirelezh Nekor

(Adkaset eus Rouantelezh Nekor)


Emirelezh Nekor (arabeg مملكة نكور) a oa ur stad hag a oa er Rif, er pezh a zo Maroko hiziv. Temsaman a oa he c'hêr-benn da gentañ met da Nekor e voe diblaset diwezhatoc'h. Krouet e voe ar riez e 710 gant Salih I ibn Mansur. Gounezet en-doa ar meuriadoù berberek d'ar feiz vuzulman met erru skuizh gant ar relijion nevez o doa kaset anezhañ kuit da c'houde. Un den, az-Zaydi e anv, o defe lakaet en e lec'h. Distreiñ a reas ha dont a reas da benn da adtapout e rouantelezh.

إمارة بني صالح
Emirelezh Nekor
Stad arval eus Kalifiezh an Omeiaded (710–750)

710 – 1019 Flag
Location of Emirelezh Nekor
Location of Emirelezh Nekor
Emirelezh Nekor (melen) da vare an dierniezh idrisat.
Kêr-benn Temsaman (710–760)
Nekor (760–1019)
Yezh(où) Arabeg
Berbereg
Relijion Islam
Framm politikel Stad arval
Emir
 - 710–749 Salih I ibn Mansur
 - 947–970 Jurthum ibn Ahmad
' Krennamzer
 - Krouet 710
 - Aet da get 1019

E dierniezh, ar Banū Sālih a renas war ar vro betek 1019, pa voe aloubet gant Ya'la ibn Futuh