Royal Green Jackets
Ar Royal Green Jackets (RGJ) a oa ur rejimant troadegiezh eus ar British Army, unan eus an daou "rejimant meur" eus al Light Division (an hini all o vezañ The Light Infantry).
Istor
kemmañAr Royal Green Jackets a voe savet d'ar 1añ a viz Genver 1966 pa voe kendeuzet tri rejimant disheñvel eus ar Green Jackets Brigade: Ar 1st Green Jackets (43rd and 52nd), ar 2nd Green Jackets, ar King's Royal Rifle Corps hag ar 3rd Green Jackets, ar Rifle Brigade (Prince Consort's Own).
Bez e voe savet ivez daou vatailhon adarmead.
E-pad ar bloavezhioù 1980, ar batailhonoù a voe kaset da dachennoù brezel lies, dreist-holl Norzhiwerzhon (Oberiadur-brezel Banner). Ar c'hentañ, an eil hag an trede batailhon o devoa ivez lec'hioù oberiant e Kornôg Alamagn e Osnabrück (1RGJ), Minden (2RGJ) ha Celle (3RGJ).
Koll brasañ ar rejimant a voe d'an 20 a viz Gouhere 1982 pa varvas seizh soudard lazhet gant ur vombezenn eus ar Provisional Irish Republican Army. Ar vombezenn a darzhas e-pad ur sonadeg foran gant ar rejimant. O seniñ e oant Oliver! e-tal ur 120 a dud bennak pa voe ar gwalldaol e Regents Park.