Ruhnama
Ul levr eo Ruhnama (e brezhoneg Levr an Ene, diwar ar perseg: روح ruh, "ene" ha نامه nāme, "levr") skrivet gant Saparmourat Niyazov, Prezidant da viken Turkmenistan.
Titl | Ruhnama |
---|---|
Tachenn | talvoud dianav |
Aozer | Saparmyrat Nyýazow |
Ti-embann | Turkmen State Publishing Service |
Bro orin | Turkmenistan |
Yezh an oberenn pe an anv | turkmeneg |
Deiziad embann | 2001 |
Buhez ar skridaozer e-unan a lenner el levr, mesk-ha-mesk gant istor faltaziek ha testennoù speredel, en o zouez kontadennoù ha barzhonegoù bet savet gant ar barzh soufiek Magtymguly Pyragy.
Embannet e oa bet al lodenn gentañ e 2001 evit uhelaat live speredel pobl Turkmenistan, hervez Saparmourat Niyazov e-unan. E 2004 e oa bet embannet an eil lodenn, enni testennoù-skrid o tennañ d'ar filozofiezh ha d'an doare reizh d'en em derc'hel er vuhez.
Kavet e vez al levr e pep lec'h e Turkenistan er vuhez foran ha ranket e vez d'ar moskeennoù e lakaat war wel par-ha-par gant ar C'horan.
Ret eo lenn ar Ruhnama er skolioù hag er skolioù-meur ha dav e anavezout mat evit labourat evit ar Stad.
Liammoù diavaez
kemmañ- Ruhnama - Lec'hienn ofisiel gouarnamant Turkmenistan (saozneg)
- Ruhnama e 4 yezh (saozneg, ruseg, turkmeneg, turkeg)
- Lec'hienn diwar-benn ar Rukhnama ha sevenadur Turkmenistan