Sébastien Roch (romant)
Ur romant droukrañsus, hag emvuhezel tamm-pe-damm, eo Sébastien Roch, bet skrivet gant Octave Mirbeau, skrivagner gall (1848-1917), hag embannet er gazetenn L'Écho de Paris da gentañ, hag e 1890 e ti Charpentier. Ne reas ket berzh evit doare.
Ar romant
kemmañC'hoarvezout a ra an darvoudoù e skolaj ar Jezuisted, Sant-Frañsez-Zavier, e Gwened, ma'z eo taolennet penaos e voe muntret ene ur bugel gant ur jezuist lemm e spered, an Tad de Kern, ul lorber avat, hag ur gwaller anezhañ.
Kuitaat ar skolaj a reas Mirbeau e 1863, ur miz bennak hepken a-raok fin ar bloavezh-skol, evit abegoù amsklaer : notennoù fall, doareoù disuj... Daoust ha palforset e vije bet e-unan gant e vestr-studi ? Daoust ha treuzwiskañ e vuhezad dindan stumm ur romant ne raje ken, e kreizig-kreiz ar sach-blev etre an tu gwenn hag an tu lik, kement ha divrudañ gwelloc’h ar Jezuisted, anezho, e Bro-C’hall e dibenn an XIXvet kantved, ur stroll-pouezañ, doujet e levezon, na oa ket splann nag e dech d'ar vodernouriezh nag e asant d’ur republik a oa bresk c’hoazh ?
En danevell profedus-mañ e spurmanter emsavadenn un danvez-anarkour ouzh ur gevredigezh troet da lazhañ an hiniennoù, ouzh ar familh hag ar skol da gentañ-penn.
Gant kêr Wened hag he skolaj Jezuisted Sant-Frañsez-Zavier e voe Octave Mirbeau louc’het-don e spered, ha gloazet dibare marteze a-walc’h, evit brasañ gloar... al lennegezh.
Adembannadurioù
kemmañ- E 2011, gant Pierre Michel, e ti L'Âge d'Homme e Lausanne (ISBN 978-2-8251-4127-4)
- E 2017, e ti Bleu autour (ISBN 978-2-35848-088-8)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Sébastien Roch, Éditions du Boucher.
- Laurent Ferron, « Le Viol de Sébastien Roch : l'Église devant les violences sexuelles », Cahiers Octave Mirbeau, n° 8, 2001, 287-297.
- Pierre Michel, « Sébastien Roch, ou le meurtre d'une âme d'enfant », Rakskrid.