Sócrates Brasileiro Sampaio de Souza Vieira de Oliveira

Disambig colour.svgEvit sterioù all an anv Socrates gwelet Socrates (disheñvelout)

Sócrates Brasileiro Sampaio de Souza Vieira de Oliveira (pell anavezetoc'h evel Sócrates), bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1954 e Belém (Pará) (Brazil) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Kerzu 2011 e São Paulo (Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian. Medisin e oa diouzh e vicher ha tapet e oa bet gantañ un doktolerezh war ar vezegiezh.

Sócrates e 2005

Graet e veze Calcanhar de Ouro, Doutor Sócrates pe Magrão anezhañ ivez.

Breur henañ e oa d'ur melldroader ken brudet all : Raí.

A-gevret gant e genc'hoarierien Walter Casagrande, Wladimir, Zé Maria ha Zenon en devoa krouet al luskad Democracia Corinthiana (diwar anv ar c'hleub mell-droad Corinthians) e 1982.

Kib vell-droad ar bedAozañ

Kreizer argader e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Sócrates e daou zalc'h :