Sērā fuku pe Sailor fuku (dilhad martolod) eo anv ul lifre skol voutin (japaneg : セーラー服 sērā-fuku) gwisket gant skoliadezed ar c'hentañ hag an eil derez e Japan. Degaset eo bet da Japan e 1921 gant Elizabeth Lee, anezhi renerez skol-veur Fukuoka Jo Gakuin (福岡女学院). Kemer a ra da batrom al lifre a veze implijet gant ar Morlu (Royal Navy) Breizhveuriat d'an ampoent. Tro he doa bet Elizabeth Lee da wiskañ al lifre-mañ hec'h-unan e-kerzh un eskemm etre studierien er Rouantelezh Unanet.

sērā fuku
Iskevrennad eusunwisk skol japanek, unwisk martolod Kemmañ
Deiziad krouiñ1921 Kemmañ
Genidik aFukuoka, Nagoya Kemmañ
Diazezet warunwisk martolod Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Japanadezed en eil derez o wiskañ ar Sērā fuku

Perzhioù

kemmañ

Tre evel lifre ar baotred (ar gakuran) eo heñvel a-walc'h ar Sērā fuku ouzh lifreoù milourel ar morlu. Peurliesañ ez a d'e ober un hiviz stag outi ur pezh dilhad chouk giz martolod (襟 eri), hag ur vrozh. Meur a stumm zo hervez ar c'houlz eus ar bloaz, ma kemm hirder ar milginoù ha danvez an dilhad. Skoulmet e vez ur seizenn war ar bruched dre ul lagadenn stag ouzh an hiviz. Meur a seurt seizenn zo, en o zouez seurtoù kravatennoù, pe lienennoù. Al livioù pennañ eo ar glaz martolod, ar gwenn, ar griz hag an du

A-wechoù e seller ouzh al loeroù hag ar botoù evel ouzh tammoù eus al lifre met ket atav. Gwenn pe glas martolod eo al loeroù peurliesañ tra m'eo du pe gell ar botoù. Ha pa ne vefent ket erbedet gant al lifre e vez implijet loeroù floj gant ar merc'hed diouzh ar c'hiz alies.

Talvoudegezh sevenadurel

kemmañ

Ur sell melkonius a daol ar studierien gozh war o Sērā fuku peurliesañ. Degas a ra da soñj dezho eus amzerioù didrubuilh a-walc'h o yaouankiz peurgetket. Stank e c'haller gwelet dilhad treuzwikañ mod Sērā fuku gant an dud da-geñver gouelioù a bep seurt pe evit Kala-goañv. Gwerzhet e vez ar Sērā fuku er stalioù dilhad penn-da-benn Japan.

Dre ma vez sellet ouzh ar Sērā fuku evel ouzh ur fetich e vez marc'hatet dilhad eildorn da werzhañ dre stalioù underground anvet burusera. Diaesoc'h eo en ober bremañ abalamour d'ur c'hemm zo bet el lezenn war ar poent-se.

Evit pennoù yaouank zo ez eo lifre-se arouez ar sentiñ ha klask a reont degas kemmoù ennañ a-benn gallout ezteurel o hiniennelezh. Evit se e c'haller berraat pe hiraat ar vrozh, troñsañ ar milginoù, kuzhat takonoù pe badjoù dindan an dilhad chouk, hag all. En dekvedoù tremenet ez eus bet degemeret stummoù dilhad Sērā fuku livek-kenañ gant yaouankizoù zo ha gant bagadoù feuls marc'houarnerien Bousouzoku

C'hoari a ra ar Sērā fuku a-gevret gant lifreoù skol all ur roll a bouez er sevenadur otaku hag e patrom revel faltaziet Japaniz evel m'en diskouez an niver bras-kenañ a dudennoù en o lifre en tresadennoù-bev, er mangaoù hag en dōjinshioù. Setu aze un nebeud skouerioù :

Gwelet ivez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける