SMS Hohenzollern (timbr)
Skeudennaouet eo ar vag Hohenzollern II — hini an impalaer Gwilherm II — war an timbroù gwerzhet e trevadennoù Alamagn etre 1901 hag ar Brezel-bed kentañ.
|
Anvet eo Kolonial-Schiffszeichnung er C'hatalog Michel, pezh a dalv Tresadenn drevadennel ar vag.
Skrivet eo talvoud-gwerzh an timbr er c'hornioù en traoñ, gant moneiz Alamagn (Pfennig evit ar re vihan ha Mark evit ar re vrasañ)), war-bouez re Afrika ar Reter (skrivet e roupi) ha re Kiautschou (e dollar Sina).
Implijet int bet er broioù a oa dindan dalc'h Alamagn betek fin ar brezel.
- Afrika ar Reter alaman (Deutsch-Ostafrika)
- Ginea-Nevez alaman (Deutsch-Neuguinea)
- Inizi Karolina (Karolinen)
- Inizi Mariana (Marianen)
- Inizi Marshall (Marshall-Inseln)
- Kameroun (Kamerun)
- Kiautschou (Qingdao hiriv)
- Mervent Afrika alaman (Deutsch-Südwestafrika)
- Samoa
- Togo