San Tropez
San Tropez (Sant Tropetz) a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Roger Waters e-unan-penn[1].
Pedervet kanaouenn an albom Meddle gant Pink Floyd an hini eo, o tont war-lerc'h Fearless hag a-raok Seamus.
Jazzy he zon ez eo anavezet en abeg d'ar solo gitar kaset da benn gant David Gilmour a son e venveg o riklañ ur bottleneck[2] ouzh ar c'herdin anezhañ ; ur solo piano gant Richard Wright a respont dezhañ en dibenn.
Ne oa ket dianav Sant Tropetz tamm ebet da izili 'zo eus Pink Floyd dre m'o devoa kanet Syd Barrett (1946-2006) ha David Gilmour e leurenn tavarnioù ar porzh bihan, e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 a-raok na vije savet ar strollad brudet. E San-Tropetz an hini eo ivez e voe dalc'het d'an 8 a viz Eost 1970 gant Pink Ployd ur sonadeg hag a reas berzh bras : skignet e voe e-barzh Pop 2, un abadenn skinwel c'hall kinniget gant Patrice Blanc-Francard (1942-).
- Prantad enrollañ : miz Gouere ha miz Eost 1971,
- Lec'hioù enrollañ : AIR Studios ha Morgan Studios e Londrez (Bro-Saoz),
- Padelezh : 3:40,
- Ti-embann-pladennoù : Harvest Records,
- Deiziadoù dont e-maez an albom : 30 a viz Here ( Stadoù-Unanet), 5 a viz Du 1971 ( Rouantelezh-Unanet),
- Albom : Meddle,
- Produour : Pink Floyd.
Ar sonerien
kemmañ- Nick Mason (1944-) : bateri ha binvioù tos,
- David Gilmour (1946-) : gitar sonet war-bouez ur bottleneck,
- Roger Waters (1943-) : gitar-boud, gitar klev ha kanañ,
- Richard Wright (1943-2008) : piano.
Ar gerioù...
kemmañAn doare ma vez distaget ar gerioù diwezhañ eus ar ganaouenn
Making a date for
Later by phone
And if you're alone I'll come home.
gant Roger Waters a reas d'un istorig fentus genel en Italia. E-pad pell amzer e kredas da dud 'zo — betek an arzourez Rita Pavone (1945-) hec'h-unan — e veze kanet Making a date for Rita Pavone...