Sant-Marzh
Sant-Marzh zo un anv-lec'h brezhonek, e Breizh-Uhel.
Gerdarzh
kemmañDont a rafe eus an anv gallek Médard, hini ur sant frank. El lec'hanvadurezh c'hallek e kaver Saint-Mars, adstumm da Saint-Médard.
Ne oa ket meneget an anv Sant-Marzh e geriadur brezhonek ebet betek 1993 da vihanañ. E gavout a reer ur wech e Geriadur Hemon-Huon 2005.
A-benn ar fin eo bet implijet da dreiñ:
- Saint-Médard
- Saint-Mars
- ha Saint-Marc zoken.
Koulskoude e kaver Sant-Mezar-Elvinieg, evit Saint-Marc-le-Blanc.
Lec'hioù
kemmañ- Sant-Marzh-an-Il, Saint-Médard-sur-Ille, en galleg.
- Sant-Marzh-ar-C'houenon, Saint-Marc-sur-Couesnon, en galleg.
- Sant-Marzh-an-Olivenn, Saint-Mars-la-Jaille, en galleg. Sant-Meurzh-Galia e Geriadur Hemon 1993.
- Sant-Marzh-an-Dezerzh, Saint-Mars-du-Désert, en galleg.
- Sant-Marzh-ar-C'hoad, Saint-Mars-de-Coutais, en galleg.