Ambroaz Milano
Aurelius Ambrosius pe Ambroaz Milano (340-397), a oa eskob Mediolanum (Milano hiziv) adal 374 betek 397, bloavezh e varv, hag unan eus Tadoù an Iliz latin, pe Doktored an Iliz. Brudet eo evel skrivagner, barzh, lenner oberennoù Cicero ha re an Tadoù gresian, a adkemeras o doareoù da jubenniñ an alegoriennoù.
Istor
kemmañGanet e vije Ambrosius e Trier e 340 (etre 333 ha 341. cf M. Testard, p. 9). Mab e oa da Ambrosius, prefed pretordi Galia (337 ? 340 ?) , prefed Roma, eus ar gens Aurelia. Uhelgargiad e teuas da vout ivez e melestradurezh an impalaeriezh roman gant mab henañ Constantin.
War dro 365, e oa prefed Italia Illiria, e Sirmium, gant e vreur.
Prefed ar pretordi e 368.
Consularis, gouarnour Liguria hag Emilia, war dro 370
Anvet e voe da eskob Milano, sur-awalc'h e miz Here 373, gant ar bobl daoust m'edo c'hoazh e-touez ar gatekizidi. E helavarded a lakaas neuze e servij an Aviel. Prederiet e oa gant aozidigezh al liderezh kristen, ar werc'hted kensakret, ar reizhded war an dachenn sokial, ha gant frankiz an Iliz e-tal galloud an impalaer.
Stourm a reas ouzh an arianegezh. Kenderv e oa d'ar senedour Quintus Aurelius Symmaque, prefed Roma. Enep dezhañ e skrivas Ambroaz da zifenn ar gristeniezh pa fellas d'ar prefed adsevel an Aoter da Victoria.
Lidet e vez evel sant d'ar 7 a viz Kerzu.
Skridoù
kemmañPennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Paulin de Milan : Vie d'Ambroise.
- Maurice Testard : Saint Ambroise. Les Devoirs. Introduction. Livre I. Belles Lettres. Paris. 1984
- H. Savon, Ambroise de Milan (340-397), Desclée, Paris, 1997.