Sant Jestin
Jestin, pe Iestin, pe Iestyn, pe Stinan e kembraeg (Justinian e saozneg, Justinus e latin), a oa ur manac'h eus Breizh hag a reas e annez en Ynys Dewi, e Sir Benfro, war-dro ar bloavezh 500, gant un nebeud diskibled dezhañ, pa oa bet roet an douar-se dezho gant sant Dewi.
Hervez ar vojenn e oa ur Breizhad a renk uhel, aet da vanac'h, hag o penediñ en enez pa deuas sant Dewi d'e gaout.
Gwynedd
kemmañPe eñ pe ur Iestyn all, ha ne vefe ket eus Breizh moarvat neuze, a zo enoret e Llaniestyn, e kontelezh Gwynedd, e hanternoz ar vro, ma en dije savet un iliz, hag unan all c'hoazh en Enez Mon.
Lec'hioù
kemmañBreizh
kemmañN'ouzer ket penaos e teuas an anv da Vreizh. Marteze gant diskibien dezhañ, nemet e vije bet un den all anvet eveltañ. Anv ar manac'h bepred a gaver en anv Plistin.