Sant Masen
Sant Masen, pe Maxentius (e latin) († 515) a oa ur sant galian er VIvet kantved. lidet e vez d'ar 26 a viz Mezheven.
Genidik e oa eus Agde, e Lenguadoc. Sachet e voe da Boatev gant brud Hilarius Poatev. Mont a reas da vanac'h da vanati sant Agapit, ha dont a reas da vezañ abad en e c'houde, ma voe anvet ar barrez diwar e anv, Saint-Maixent-l'École.
Lec'hioù
kemmañE anv eo zo bet roet
- da Saint-Maixent-l'École, e Poatev,
- da Saint-Maixent-sur-Vie, e Poatev,
- da Masen, pe Skirioù-Masen, e Breizh, e-kichen Plelann-Veur.