Santual an EDSA
Santual an EDSA eus e anv ofisiel Our Lady of Peace Quasi-Parish zo anezhañ un iliz katolik vihan e Manila (Filipinez). Lec'hiet eo dres e kroashent Ortigas Avenue gant Epifanio de los Santos Avenue (EDSA) e kêr Quezon. E 1989 eo bet savet an iliz e koun dispac'h kentañ luskad Galloud ar Bobl hag an disoc'h peoc'hus anezhañ. Eno e voe dalc'het daou vell manifestadeg peoc'hus ma voe stlapet d'an traoñ galloud ar brezidanted Ferdinand Marcos (kentañ dispac'h Galloud ar Bobl pe EDSA I) ha Joseph Estrada (eil dispac'h Galloud ar Bobl pe EDSA II).
Santual an EDSA
Deiziad krouiñ | 8 Kzu 1989 |
---|---|
Relijion | Katoligiezh |
Stad | Filipinez |
E tiriad | Metro Manila |
Lid katolik | lid roman |
Daveennoù douaroniel | 14°35′32″N 121°3′31″E |
Dedicated to | Our Lady of Peace |
Tisavour | Francisco Mañosa |
Giz savouriezh | Luskad modern |
Lec'hienn ofisiel | http://www.edsashrine.org |
Category for the interior of the item | Category:Interior of the EDSA Shrine |
Ur rann eo santual an EDSA eus Kreizenn Ortigas, anezhi ur greizenn vras a savadurioù burevioù ha kenwerzhioù zo ac'hubet gantañ un takad bras eus kêrioù Quezon, Mandaluyong, ha Pasig.