Sara Lidman
Sara Lidman
Ganedigezh 30 a viz Kerzu 1923
Missenträsk e Kumun Skellefteå
Marv 17 a viz Even 2004
en Umeå
Yezh skrivañ svedeg
Enorioù Priz lennegezh Kuzul an Norzh 1980 gant Vredens barn


Sara Lidman (30 a viz Kerzu 1923 e Missenträsk e Kumun Skellefteå - 17 a viz Even 2004 en Umeå) a oa ur skrivagnerez svedat.

Ganet e voe e kêriadenn Missenträsk e norzh Kumun Skellefteå, ha desavet e voe er Västerbotten, e norzh Sveden. Studiañ a reas e skol-veur Uppsala met ne gasas ket he studioù da benn peogwir e voe tapet gant an droug-skevent. Brudet e teuas da vezañ gant he romant Tjärdalen. Ennañ hag e Hjortronlandet e pled gant dodenn an arallekadur hag an digenvez. En he romantoù e skrivas ivez diwar-benn buhez start kouerien baour rannvro Västerbotten en XIXvet kantved. He doare da skrivañ e voe levezonet gant rannyezhoù hag ar Bibl.

Ouzhpenn skrivañ romantoù e voe oberiant war an dachenn bolitikel. Sevel a reas a-enep Brezel Vietnam (beajiñ a reas da Norzh Vietnam hag e kemeras perzh e lez-varn Russell) hag ivez a-enep an apartheid e Suafrika. Sevel a reas a-du gant harz-labour ar vengleuzierien e norzh Sveden, hag e voe oberiant en emsav komunour ha war dachenn difenn an endro. Goude 1977 e skrivas pemp romant ma kont trevadenniñ norzh Sveden enno.

Oberennoù

kemmañ
  • Tjärdalen, 1953
  • Hjortronlandet, 1955
  • Regnspiran, 1958
  • Bära mistel, 1960
  • Jag och min son, 1961
  • Med fem diamanter, 1964
  • Samtal i Hanoi, 1966
  • Gruva, 1968
  • Marta, Marta, 1970
  • Din tjänare hör, 1977
  • Vredens barn, 1979
  • Nabots sten, 1981
  • Den underbare mannen, 1983
  • Järnkronan, 1985
  • Lifsens rot, 1996
  • Oskuldens minut, 1999
  • Kropp och själ, 2003