Sarkofaj
Ur sarkofaj zo ul laouer vaen da lakaat ur c'helan pe un arched.
Istor
kemmañSkrivañ a rae Herodotos, an istorour gresian eus ar Vvet kantved kent J.K., e veze benet ar sarkofajoù kentañ en ur seurt maen ispisial a lakae kig ar c'helanoù a oa enne da vont buanoc'h da get, alese an anv latin sarcophagus, eus an henc'hresianeg sarx "kig" ha phagein.
Ar sarkofajoù graet gant maen-raz eus Assus e Troad, anvet lapis Assius, o dije bet ar perzh da lakaat ar c'horfoù lakaet enne da goazhañ, ha dre se e veze anvet ivez sarkophagos lithos "maen debrer-kig". An holl sarkofajoù graet diwar maen-raz o deus ar perzh-se, muioc'h pe nebeutoc'h, hag er fin e voe implijet an anv-se evit envel an archedoù maen dre vras.
En Ejipt Kozh e veze graet gant sarkofajoù evit diwall momioù an elited, gant meur ag arched lakaet e-barzh, an eil en egile. Graet e veze neb ânkh "Mestr ar vuhez" eus ur sarkofaj a-seurt-se, hag a simbolize ur bark e kredennoù an Ejipsianed Gozh.