Sauveterre
Sauveterre zo un anv-lec'h gallek hag a gaver e mervent Bro-C'hall.
Yezhoù all
kemmañ- Salvatierra, e spagnoleg
Istor
kemmañDont a ra an anv Sauveterre eus an anv okitanek Sauvatèrra, da lavarout eo lec'h-savete, roet da veur a lec'h entre an XIvet ha XIIvet kantved. Al lec'hioù-savete-se (sauvetat pe salvetat en okitaneg) a oa lec'hioù repuiñ e-kichen ilizoù, bevennet gant mein-bonn, ma n'halled ket tapout ar repuidi.
Lec'hanvioù
kemmañ- Causse de Sauveterre : kompezenn
- Sauveterre, kumun c'hall e Gard
- Sauveterre, e Gers
- Sauveterre, en Hautes-Pyrénées
- Sauveterre, e Tarn
- Sauveterre, e Tarn-et-Garonne
Hag ivez
kemmañAnv-tiegezh
kemmañ- François Sauveterre (war-dro 1700-1775), kelenner dañs.
Gwelet ivez
kemmañ- Salvetat, pe La Salvetat, en okitaneg