Sea Devils (film, 1953)
Sea Devils zo ur film breizhveuriat-stadunanat, sevenet gant ar filmaozour stadunanat Raoul Walsh e 1953.
Ur film all — Sea Devils an titl anezhañ ivez — a voe sevenet e 1937 gant ar filmaozer stadunanat Benjamin Stoloff ; disheñvel-mik eo e zanvez diouzh hini Walsh avat.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Troioù-kaer,
- Senario ha divizoù : Borden Chase, azasaet diwar ar romant Les Travailleurs de la mer (1866) gant Victor Hugo,
- Kevredadoù produiñ : Coronado Productions ha RKO Radio Pictures,
- Rener ar skeudenniñ : Wilkie Cooper,
- Ijinour ar son : W.H. Lindop,
- Aozer ar sonerezh orin : Richard Addinsell,
- Kinklour : Wilfred Singleton,
- Dilhataerez : Elizabeth Agombar,
- Frammer : John Seabourne Sr.,
- Prantad filmañ :
- Lec'hioù filmañ : Gwernenez (en Inizi angl-ha-norman), Konk-Kerne (Penn-ar-Bed),
- Deiziad dont er-maez : 25 a viz Ebrel 1953 (er Rouantelezh-Unanet), 23 a viz Mae 1953 (e Stadoù-Unanet Amerika),
- Padelezh : 91'.
An danvez
kemmañKarget ez eus bet ur plac'h yaouank, ken kevrinus ha strobinellus he neuz, da ziskoachañ raktresoù Napoleon da aloubiñ Bro-Saoz. Trebouliñ a ra buhez ur maltouter : hemañ eo piket-mat e galon ganti seul vui na zeu ket a-benn da c'houzout piv eo-hi evit gwir.
Roll ar gomedianed
kemmañ- Rock Hudson : Gilliatt,
- Yvonne De Carlo : Déruchette,
- Maxwell Reed : Rantaine,
- Denis O'Dea : Mess Lethierry,
- Michael Goodliffe : Ragan,
- Bryan Forbes : Willie,
- Jacques B. Brunius : Joseph Fouché,
- Ivor Barnard : Benson,
- Arthur Wontner : an aotrou baron a Vaudrec,
- Gérard Oury : Napoleon Iañ,
- Larry Taylor : Blasquito,
- Keith Pyott : ar jeneral Latour,
- Reed De Rouen : ar maltouter,
- René Poirier : Duprez,
- Michael Mulcaster.