Seleukided
Un dierniezh krouet gant Seleukos (gresianeg: Σέλευκος Νικάτωρ) unan eus jeneraled Aleksandr Veur eo ar Seleukided. Goude marv Aleksandr ez eas an darn vrasañ eus e impalaeriezh gant Seleukos. En em ledañ a rae ar vro eus ar mor Kreizdouar d'an Indus. Padet eo ren ar Seleukided eus -305 betek -64.
Dre ziouer a hêr talvoudus (ur bugel da c'henel hag un hantervreur bresk e spered) e voe rannet impalaeriezh Aleksandr Veur (marvet d'an 23 a viz Mezheven -323) etre e bevar jeneral tostañ. Kemeret e voe ganto an titl a Diadoked, ar pezh a dalvez "hêr" e gresianeg.
Unan anezho, Seleukos Iañ Nikator a dapas evitañ rann aziat impalaeriezh Aleksandr. Krouiñ a reas e gêr-benn da zont, Seleukia (a zeuio da vezañ Antiokeia diwezhatoc'h, ha pa chomfe amsklaer ar gronologiezh), war aod ar mor Kreizdouar. Mont a reas an dierniezh da get e -64, gant Antiokos XIII Asiaticus, digarget eus e ditl gant Pompeius bet sujet gantañ Siria, anezhañ tamm diwezhañ ar rouantelezh seleukid, a zeuas da vezañ ur broviñs roman.
Ar rouaned seleukid
kemmañ- Tierniezh ar Seleukided
- Seleukos Iañ Nikator ("an Trec'hour e gresianeg), bet o ren eus -305 da -280.
- Antiokos Iañ Sôter ("Ar Salver"), eus -281 da -261, mab d'e ziagentad.
- Antiokos II Theos ("an doueel"), eus -261 da -247 kt JK, mab d'an diagentad.
- Seleukos II Callinicos ("An trec'hour meur"), eus -246 da -225, mab d'an diagentad.
- Antiokos Hierax ("Ar sparfell"), eus 241 da -226, breur d'an diagentad.
- Seleukos III Sôter ("Ar Salver"), eus -225 da -223, mab d'an diagentad.
- Antiokos III Megas ("Ar Bras), eus -223 da -187, bet gounezet gantañ un trec'h splann war al Lagided e-kerzh emgann Panion.
- Seleukos IV Filopator (" a gar e dad"), eus -187 da -175, mab d'an diagentad.
- Antiokos IV Epifan, ("Diskuliadur doueel"), eus -175 da -163, breur d'an diagentad, a glaskas unavaniñ e rouantelezh dre ar sevenadur gresian, ar pezh a zisoc'has war emsavadeg ar Vakabeed e Judea.
- Antiokos V Eupator ("mat e dad"), eus 163 da -162, mab d'an diagentad.
- Demetrios Iañ Sôter ("Ar Salver"), eus -162 da -150.
- Aleksandr Iañ Balas, ar skraper, eus -152 da -145.
- Antiokos VI Dionysos, -145 da -142, mab da Aleksandr Iañ Balas.
- Demetrios II Nikator, -145 da -125, mab da Demetrios Iañ Sotêr.
- Antiokos VII Evergetes Sidetes, eus -138 da -127.
- Seleukos V Nikator, eus -124 da -125 bet enebet ouzh Aleksandr II Zabinas.
- Aleksandr II Zabinas, skraper, eus -126 da -122.
- Antiokos VIII Filometor, eus -125 da -96, mab da Demetrios II Nikator.
- Antiokos IX Kizikenos, eus -96 da -95,mab d'an diagentad.
- Seleukos VI Epifan ("Diskuliadur doueel"), mab da Antiokos VIII Filometor, eus -96 da -93.
- Antiokos X Eusebius ("an Deol"), eus -94 da -92.
- Antiokos XI Filadelfos ("kar e vreur"), eus -93 da -90, mab da Antiokos VIII Filometor.
- Fulup Iañ Filadelfos eus -93 da -83.
- Demetrios III, eus -95 da -88.
- Antiokos XII Dionysos, e -83, mab da Antiokos VIII Filometor.
- Antiokos XIII Asiaticus ("An Aziad"), eus -69 da -64, mab da Antiokos X Eusebius.
Displegañ a reer ar prantadoù boutin dre ar skraperioù hag an tabutoù galloud.