Sergei Aleksandrovitch
An Dug-meur Sergei Aleksandrovitch a Rusia (rusianeg : Сергей Александрович Романов, Sergei Aleksandrovitch Romanov), ganet d'an 11 a viz Mae 1857 e Tsarskoie Selo ha drouklazhet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1905 e Moskva, a oa unan eus pemp mab an Tsar Aleksandr II a Rusia, hag e 7vet bugel
"Muntret" e oa bet "war-greiz an deiz p'edo o tont e-maez e di er C'hremlin, rak er mare-se ne oa ar C'hremlin nemet ul leurgêr voutin ma tremene drezi neb a gare, hep skoilh ebet, [...] (1)."[1]
Adkemer er sevenadur
kemmañLennegezh
kemmañ"(1) [...], un den kriz ha didruez ar seurt n'eus ket bet nemeur, na zoken e Rusia, a oa ivez ur skraper madoù hervez ar vrud en-dro dezhañ. E-kerz ar brezel 1905 etre ar Rusianed ha Bro-Japan, e voe roet d'ar Groaz Ruz gant noblañs ha pinvidikañ tud Moskov arc'hant e-leizh ha marc'hadourezh a-vilvern. Fellout a reas neuze d'ar gouarnour bezañ anvet da bennrener ar Groaz Ruz ha tamallet e voe dezhañ — dre guzh ha muz, eveljust — en devoa lardet e zaouarn sakr gant an traoù kinniget d'ar glañvourien ha d'ar re c'hloazet. Petra 'fell deoc'h, bez 'eus laeron hag a vez krouget, darn all e vez graet ganto rouanez... pe duked veur. Hogen pa voe diframmet a-dammoù munut Serjig gaezh gant ur vombezenn, e doare ma voe ranket dastum ar bruzhun anezhañ gant ur bal, sed amañ ar bourd a rede e touez ar Voskoviz : « Nouzoc'h ket pelec'h eo bet kavet dorn dehou Serj Aleksandrovitch ?... Nann ?.. ataoe, e kef ar Groaz Ruz !...»
— Arroud tapet en Va Buhez e Rusia gant Jarl Priel, 1955, pajenn 37.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, pajenn 37.