Sergio Mattarella
Sergio Mattarella (distaget [ˈsɛrdʒo mattaˈrɛlla] en italianeg) (ganet d'an 23 a viz Gouere 1941) zo Prezidant Republik Italia abaoe an 3 a viz C'hwevrer 2015. A-raok eo bet barner ha politiker. Ministr an Deskadurezh e oa etre 1989 ha 1990 ha Ministr an Difenn etre 1999 ha 2001. Er bloavezh-se ivez e oa aet da varner e Lez Vonreizhel Italia[1].
Dilennet e voe da brezidant d'an 31 a viz Genver 2015 hag aet e oa en e garg d'an 3 a viz C'hwevrer 2015. Kinniget e oa bet e anv evit ar post-se gant ar C'hentañ Ministr Matteo Renzi[2]. Kemeret en deus lec'h Giorgio Napolitano a oa bet prezidant e-pad 9 bloaz. Fa schifo