Giorgio Napolitano
Giorgio Napolitano (ganet d'an 29 a viz Mezheven 1925 e Napoli) zo ur politikour eus Italia.
Dilennet e voe da gannad e 1953 evit ar wech kentañ, en anv Strollad Komunour Italia da neuze, hag addilennet e voe meur a wech.
Etre 1969 ha 1975, e pledas gant ar sevenadur dreist-holl, en e strollad. En amzer-se e savas, asambles gant Eric Hobsbawm, al levr Intervista sul PCI (embannet e 1975) hag a reas berzh bras er vro hag a voe troet e meur a yezh.
Eus 1989 betek 1992 e oa kannad e Parlamant Europa, ha goude-se e voe dilennet e penn Kambr an Deputeed en Italia. E 1996 e oa ministr an Diabarzh e gouarnamant Romano Prodi. Dont a reas da vezañ kannad en-dro, er strollad Partito Democratico della Sinistra da gentañ ha Democratici di Sinistra goude, anezho strolladoù nevez savet diwar ar strollad komunour kozh. D'an 23 a viz Gwengolo 2005 e voe anvet da senedour.
Dilennet e voe da Brezidant ar Republik d'an 10 a viz Mae 2006, ha stagañ a reas gant e bost nevez d'ar 15 a viz Mae. E 2013, ha pa ne zeued ket a-benn da zilenn ur prezidant nevez, ha war c'houlenn meur a strollad, ar Partito Democratico, Il Popolo della Libertà ha Scelta Civica, ez eas war ar renk en-dro hag addilennet e voe da brezidant. Lezet en doa e blas gant Sergio Mattarella e miz C'hwevrer 2015.
Kentañ Ministred anvet gant Giorgio NapolitanoAozañ
- Romano Prodi, 17 a viz Mae 2006
- Silvio Berlusconi, 8 a viz Mae 2008
- Mario Monti, 16 a viz Du 2011
- Enrico Letta, 28 a viz Ebrel 2013
- Matteo Renzi, 22 a viz C'hwevrer 2014