Severiano "Seve" Ballesteros Sota, ganet d'an 9 a viz Ebrel 1957 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Mae 2011, a oa ur c'hoarier golf a vicher spagnol. Bet e oa unan eus ar c'hoarierien golf bennañ er c'henstrivadegoù etre kreiz ar bloavezhioù 1970 ha kreiz ar bloavezhioù 1990. Trec'h e oa bet e 90 tournamant etrebroadel, pemp anezho o vezañ kiboù a-live bedel etre 1979 betek 1988: an Open Championship gounezet teir gwech, hag ar Masters Tournament div wech.

Seve Ballesteros
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv ganedigezhSeveriano Ballesteros Sota Kemmañ
Anv-bihanSeveriano Kemmañ
Anv-familhBallesteros Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Ebr 1957 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPedreña Kemmañ
Deiziad ar marv7 Mae 2011 Kemmañ
Lec'h ar marvPedreña Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev an empenn Kemmañ
PriedCarmen Botin O'Shea Kemmañ
BugelJavier Ballesteros, Miguel Ballesteros, Carmen Ballesteros Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Michergolfer Kemmañ
Deroù ar prantad labour1974 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2007 Kemmañ
Ezel ar skipailh sportEuropean Ryder Cup team Kemmañ
Sportgolf Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.seveballesteros.com Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Seve Ballesteros e 2006
Seve Ballesteros treset gant Joe Austen

Deuet e oa da vezañ brudet e 1976, pa oa 19 vloaz, erruet e oa da eilvet en Open. Lakaet e vez da c'hoarier diazez en adsavidigezh ar golf europat. E 2008 e voe kavet ur c'hrign-bev dezhañ. Ballesteros a zo marvet gant ur c'hrign-bev eus an empenn d'ar 7 a viz Mae 2011, d'an oad a 54 bloaz.