Seziz Jadotville
Seziz Jadotville a voe un emgann e miz Gwengolo 1961, e-pad un oberiadur-brezel gant soudarded Aozadur ar Broadoù Unanet e-pad emgannoù Katanga e Kongo-Léopoldville, en Afrika Kreiz. Ar gompagnunezh "A", eus 35vet Batailhon an ABU savet gant soudarded eus Arme Iwerzhon (Irish Army, an tArm) a voe taget gant jandarmed Katanga leal d'ar C'hentañ-ministr ha jeneral Moise Tshombe harpet gant goprsoudarded. Ar soudarded iwerzhonat armet gant armoù lijer nemetken, darn anezho eus an Eil Brezel-bed a voe enkelc'hiet e Jadotville (hiziv Likasi). Talañ a rejont d'an tagadennoù katangat e-pad c'hwec'h devezh e-pad ma oa un nerzh iwerzhonat-svedat o klask sikour anezho met en aner.
Seziz Jadotville | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus emgannoù Katanga | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Katanga | Republik Iwerzhon Sveden India | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Roger Faulques Michel de Clary Henri Lasimone | Pat Quinlan Billy Ready | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
500 d'an izelañ 4000 pe 5000 d'an uhelañ 1 c'harr-nij Fouga Magister | 155 - 158 500 soudard Iwerzhonat pe Svedat o harpañ | ||||||
Kolloù | |||||||
300 betek 1000 | 5 gloazet 158 prizoniet Ur c'harbed dezougen distrujet ur viñsaskell hanter ditrujet |
Soubet gant an niver kalz uheloc'h a argadourien, an Iwerzhoniz a voe rediet da godianañ ur wech echuet o holl bolodoù, o dour ha boued. Deuet e oant a-benn memestra da lazhañ pe gloazañ un niver uhel a dagaderien. Dalc'het e voent prizonidi brezel e-pad ur miz bennak hep koll den ebet. Bez e voe ar stourmad brasañ eus an ABU e Republik Demokratel Kongo, gant soudarded Iwerzhon ha Sveden.
Kenarroud
kemmañD'ar merc'her 13 a viz Gwengolo 1961, sekretour-meur Aozadur ar Broadoù Unanet, Dag Hammarskjöld, a roas an aotre da nerzhioù lu an ABU da gregiñ gant an oberiadur-brezel Morthor, un oberiadur da enebiñ ouzh ar strolladoù goprsoudarded a roe harp da Stad emzisklêriet Katanga, a oa disrannet diouzh ar peurrest eus Kongo-Léopoldville e miz Gouhere 1960.
-
Soudarded iwerzhonat eus ABU e Kongo
-
Lid-koun da Sez Jadotville e 2016
Adkemer er sevenadur
kemmañ- Filmoù
- The Siege of Jadotville, 2016, Netflix