Seziz Mazagran
emgann e C'hwevrer 1840
Seziz Mazagran a c'hoarvezas e 1840 en Aljeria, e-pad an aloubadeg c'hall.
|
Istor
kemmañEus an 3 d'ar 6 a viz C'hwevrer 1840 e klaskas un arme aljerian kemer Mazagran, ur gêriadenn e tolead Mostaganem, e-kerzh aloubadeg Aljeria gant ar C'hallaoued.
Kant pemp soudard gall warn-ugent en holl, renet gant ar c'habiten Lelièvre, a zalc'has penn dirak meur a vil brezelour aljerian renet gant ul letanant d'an emir Abd el-Kader, anvet Mustapha ben Tami (a oa ivez kenderv ha breur-kaer d'an emir, pa oa dimezet d'e c'hoar Khedidja gantañ).
Brudet e voe an taol-kaer dreist-ezhomm gant ar c'helaouennoù gall.