Seziz Medvėgalis
Seziz Medvėgalis (lituaneg: Medvėgalio gynyba) a oa bet ur seziz berr e Medvėgalis, ur c'hreñvlec'h lituanian e Samogitia. C'hoarvezet e oa e miz C'hwevrer 1329 pa oa bet ar Urzh Teutonek, harpet gant kalz kroazidi, en o zouez ar roue Yann Iañ Bohemia, oc'h argadiñ Lituania. Al lu teutonek a 18 000 soudard en devoa aloubet pevar kreñvlec'h lituanian ha lakaet seziz war Medvėgalis. Ar c'hreñvlec'h a oa kodianet hag un hollad 6000 annezad ha soudard a oa bet badezet dre ret dre al lid katolik.
Ar c'hampagn brezel, a oa padet ur sizhun, a voe lakaet harz dezhañ gant un argadenn bolonat war Prusia e-pad ar Brezel Polonat-Teutonek. Ur wech kilet al lu teutonek e Prusia al Lituaniz a oa adkroget gant o lidoù ha kredennoù pagan.