Shaloum
Hervez an Testamant Kentañ e renas Shaloum[1], (hebraeg: שלום בן יבש), un anv hag a dalvez kement ha "gopr"), mab Yavesh « ul loariad » e 743 KJK war Israel e Shomron.
Lazhet en doa Zec'haria evit kemer e blas.
N'eus tost netra diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned (2R 15, 14) :
« Hag e pignas Menahem, mab Gadi, eus Tirsa hag ez erruas e Shomron, hag e roas da Shaloun, mab Yavesh, e Shomron, taol ar marv hag e renas en el lec'h. »[2]