Sidonia von Borcke
Sidonia von Borcke (1548–1620 en Stettin, a zo Szczecin hiziv), pe Sidonie von Bork, pe Borke pe Borken, a oa un itron a ouenn uhel eus Pomerania barnet d'ar marv dre ma vije bet sorserez. Er mojennoù diwar he fenn eo ur femme fatale.
Ganet e oa e 1548 en un tiegezh uhel ha pinvidik. Merc'h e oa da Otto von Borcke zu Stramehl-Regenwalde, a varvas e 1551, ha da Anna von Schwiechelt, marvet e 1568.
Ur vuhez "distabil" he doe, ha goude marv he c'hoar e 1600, e tremenas fin he buhez (adal 1604) en un ensavadur evit dimezelled luterian eus an noblañs, er pezh a oa bet Abati Marienfließ (Marianowo), hag a oa deuet da vezañ abaoe 1569, goude an Adkempenn Protestant, ur gouent evit maouezed dizimez a ouenn uhel. A-raok he devoa bet prosez ouzh he breur, Ulrich, ha Johan Friedrich, Dug Pomerania (1542-1600), ha betek lez-varn an impalaer e Vienna.
E Marienfließ e savas bec'h etre Sidonia von Borcken hag ar maouezed yaouankoc'h a veve ganti, hag ivez gant ar mitizhien ha renerezed. Torret e oa bet eus he c'harg a "Unterpriorin" (ispriolez) gant ar briolez Magdalena von Petersdorff en 1606, ma reas galv dirak Bogislaw XIII, Dug Pomerania, a gasas ur bodad kuzulierien, renet gant Joachim von Wedel, da enklask er gouent.
Buan e savas bec'h etre ar bodad-se ha Sidonia von Borcken, ha von Wedel a gomzas gant renerez Marienfließ , Johannes von Hechthausen, da glask an tu da "gaout an dizober eus ar sarpantez binimus-se". Echuiñ a reas an tabut gant marv Bogislaw XIII en 1606, ha marvioù von Petersdorff, von Wedel ha von Hechthausen e 1609.
Daou vloaz goude e savas Sidonia von Borcke klemm a-enep ar briolez nevez, Agnes von Kleist, dirak an dug nevez Philip II. Ha Philip d'ober evel e ziagentad, sevel ur bodad-enklask da studiañ ar c'hlemm ha da lakaat Jost von Borcke, kar da Sidonia, er penn anezhañ. Hennezh avat en doa bet damant hag a oa bet koll e prosezioù kent, graet gant Sidonia.
Prosez ha marv
kemmañE Gouhere 1619 e savas bec'h etre Sidonia von Borcke hag an Unterpriorin (ispriolez) Dorothea von Stettin e-pad un oferenn, ha harzet e voent o-div. Dorothea von Stettin a damallas da Sidonia von Borcke bezañ sorserez, war zigarez m'he devije rediet factotum Marienfließ, Wolde Albrechts[1] , da atersiñ an diaoul diwar-benn he flanedenn. Wolde Albrechts a c'houneze he buhez o lenn planedennoù an dud hag o c'houlenn an aluzen goude m'he devoa kollet he c'harg e Marienfließ en abeg da varv von Hechthausen. A zo gwashoc'h, bet e oa o veajiñ gant jipsianed en he yaouankiz, bet he doa darempredoù gant un toullad gwazed, ur bugel he devoa, ha chomet plac'h yaouank. Dorothea von Stettin a reas da Anna von Apenburg, a ranne ur gambr gant Sidonia en abati Marienfließ, mont a-du ganti.
Hervez al lezenn neuze, anvet Constitutio Criminalis Carolina, e oa trawalc'h gant daou dest evit kas Sidonia von Borcke ha Wolde Albrechts dirak ul lez-varn ha kondaoniñ anezho. Anna von Apenburg avat a dennas he zesteni pa voe goulennet outi e reiñ goude touiñ.
E Stettin e voe ar prosezioù. Dihelloù e-leizh zo anezho, ur mil pajennad bennak zo e dihellva Greifswald (Rep 40 II Nr.37 Bd.I-III).. En un doare dic'hortoz e oa marvet meur a hini eus Duged Pomerania. Dre ma oa stank an treuzkredennoù er vro ne oa ket bet pell an dud o tamall ar marvioù-se da zrougoberoù ha sorserezh Sidonia von Borcken,[2],[3],[4] gwashaet e voe ar gredenn c'hoazh pa voe gwelet gouenn tierniezh Pomerania o vont da get e 1637.[5]
Prosez Wolde Albrechts, harzet d'an 28 a viz Gouhere 1619 a c'hoarvezas a-raok hini Sidonia von Borcken. D'an 18 a viz Eost e voe tamallet dezhi maleficium ha Teufelsbuhlschaft, da lavarout eo embarañ gant an diaoul.
D'an 2 a viz Gwengolo e voe aotreet, gant lez Magdeburg , goulennata goude garwaskañ. D'ar 7 a viz Gwengolo ec'h anzavas Wolde Albrechts he zorfedoù goude bout garwasket, ha tamall a reas Sidonia von Borcke ha div vaouez all da vezañ bet sorserezed.[6] Anzav a reas adarre dirak Sidonia von Borcke el lez-varn d'an 1 a viz Here, ha devet e voe d'an 9 a viz Here. He c'hofesadenn a vooe kemeret da ziazez da zigeriñ prosez Sidonia von Borcke d'an 1 a viz Here. Bepred e oa dalc'het e Marienfließ, ha klask a reas tec'hel ur wech, en em lazhañ ur wech all, ha tro-wenn a reas bep taol.[7]
D'an 18 a viz Du 1619 e voe kaset Sidonia von Borcke d'un toull-bac'h da gêr Stettin. E miz Kerzu e voe embannet 72 tamall enep dezhi.[8] Sed ar re bouezusañ:
- muntr he niz, Otto von Borcke
- muntr ar beleg David Lüdecke
- muntr an dug Philip II Pomerania-Stettin (marvet e 1618)
- muntr Magdalena von Petersdorff, priolez Marienfließ
- muntr Matthias Winterfeld, porhier e Marienfließ
- muntr Konsistorialrat, an Doktor Heinrich Schwalenberg
- seizadur Katharina Hanow, itron eus Marienfließ
- mont da gaout ul lennerez-planedennoùs
- lenn an dazont ha darvoudoù pell
- darempredoù reizhel gant an diaoul, who allegedly materialized in pets such as von Borcke's cat Chim.[8]
- magical practices like praying the "Judas psalm" and crossing brooms under the kitchen's table.
E miz Genver e voe goulennataet un hanter-kant a dud hagun difenner a voe roet da Sidonia von Borcke, Elias Pauli e anv. N'ouzer ket peseurt deiz resis e varvas.
Lennegezh
kemmañGoude marv Sidonia von Borcke e teuas ar vaouez da vezañ ur vojenn. Liammet e voe hec'h anv gwashoc'h c'hoazh ouzh marv Tiegezh Pomerania e kronikoù ar XVIIvet kantved, ha lakaet da femme fatale. Diwar he fenn e voe savet meur a obezrenn a faltazi, ken en saozneg ken en alamaneg.[5] Breur-kaer Johann Wolfgang von Goethe, Christian August Vulpius a voe embannet gantañ Sidonia von Borke en 1812 e-barzh ar Pantheon berühmter und merkwürdiger Frauen ("Panteon ar maouezi brudet ha heverk")[9].
Oberourien arall o deus savet romantoù diwar buhez Sidonia von Borcke. En o zouez Albert Emil Brachvogel (1824-1878) ha Paul Jaromar Wendt (1840-1919).[5] Ar romantour alamanek Theodor Fontane (1819-1898)[5] a oa o sevel ur romant anvet Sidonie von Borcke, abaoe 1879. Ne echuas ket an oberenn avat, ha ne voe embannet an darnoù nemet e 1966[10].