Sieg
Enez Sieg[1] zo un enezenn war aod Bro-Leon, e kumun Santeg, er mervent da enez Vaz.
Dont a rafe an anv « enez Sieg » eus « enez Hieg », diwar anv ur sant iwerzhonat, « sant Hieg »[2]. En em astenn a ra an enezenn a reter da gornôg, a-hed ur c’hilometr, war ur gorread 18 hektar. Pa vez tre e vez stag ouzh an douar-bras war-bouez un erv draezh, a reer anezhi "Pont an Enez"[3]. Abaoe 1975 n’eus mui den ebet o vevañ eno a-hed ar bloaz, met labouret e vez an douar c’hoazh, e parkeier al lodenn norzh eus an enezenn.
Istor
kemmañE-pad pell ez eus bet tud o vevañ en enez Sieg. Roudoù tud a-leizh zo bet kavet : mein benet implijet er ragistor evel binvioù, tammoù podoù pri eus mare ar C’halianed... Aspadennoù un ti-gward a weler c’hoazh : savet e voe da vare Vauban da zifenn aodoù Santeg diouzh tagadennoù ar Saozon hag adimplijet e voe gant an Alamaned e-pad an Eil Brezel-bed. N’eus mui roud ebet avat eus ar chapel a oa gwechall, gouestlet da sant Hieg.
Er c’hantvedoù tremenet e oa peizanted ha pesketaerien o chom e Sieg. Ur skol a voe evit bugale an enezenn etre 1887 ha 1943. Ur porzh a oa er mervent, e-kichen al lec’h ma oa an ti-gward. Er porzh-se, gwarezet gant ur sav-mein savet e 1880 hag aet en ur stad fall hiziv, e veze dilestret sardin ha bezhin.
Gant ar sardin e veze degaset labour da dud an enez : er XVIIIvet kantved e oa 4 gwaskerell da lakaat sardin e tonelloù koad a veze kaset da werzhañ e Breizh a-bezh ha pelloc’h c’hoazh. E 1865 e voe digoret ul labouradeg da lakaat sardin e boestoù-mir, un doare da virout ar boued a oa bet nevez-ijinet gant Nicolas Appert. Betek ar bloavezhioù 1950 e oa bigi sardineta e Sieg. Un nebeud bigi a vez c’hoazh oc’h eoriañ er porzh bremañ, bigi-plijadur muioc’h-mui.
Bezhina a oa un obererezh a bouez ivez : dastumet e veze bezhin gant bigi pe diwar an troad, d’an izelvor. Devet e vezent e fornioù kleuziet en douar evit tennañ anezho ar « soud » a veze gwerzhet da labouradegoù.
E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe bac’het e Sieg tud a orin alaman hag aostrian, pe eus Elzas-Loren, a oa o vevañ e Bro-C’hall a-raok deroù ar brezel hag a oa bet harzet gant ar polis da neuze[4].
E-pad an Eil Brezel-bed e voe distrujet an darn vrasañ eus an tiez ha serret e voe ar skol e 1943. Rankout a reas an annezidi mont da vevañ d’an Dosenn,war an douar-bras. Adimplijet e voe an ti-gward gant an arme alaman ha lakaet kanolioù nevez ennañ. Alese e c’halle ar soudarded alaman eveshaat an aod etre Enez Vaz ha Ploueskad[5].
Goude ar brezel ne c’houlennas ket an enezourien dont en-dro da Sieg, war-bouez ur familh labourerien-douar a chomas da vevañ en enez betek 1975. Bremañ n’eus mui nemet daou di e Sieg, an ti-feurm-se hag un ti-hañv, savet dirak ar porzh.
Levrlennadur
kemmañ- Histoire de l'île de Sieck, gant Jean-Claude Le Goff, 1996.
Notennoù
kemmañ- ↑ "An Enez Sieg", "an Enez", pe "Sieg" hepmuiken a reer anezhi e brezhoneg ar c'hornad, hervez Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon - Sibiril, Santeg, Plougouloum, M. Madeg ha P. Pondaven, 2004, p. 81
- ↑ Dictionnaire des noms de lieux bretons, A. Deshayes, 1999, p. 351 ha Dictionnaire des prénoms celtiques, A. Deshayes, 2000, p. 159
- ↑ Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon - Sibiril, Santeg, Plougouloum, p. 79
- ↑ Jean-Noël Grandhomme, Les Alsaciens-Lorrains dans les camps d'internement du Finistère (1914-1919), Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest, levrenn 109, 2002, niv. 4, p. 164-175.
- ↑ La destruction de l'île de Sieck, Ouest France, 15 a viz Ebrel 2002