Jelvestr
(Adkaset eus Silvestr)
Un anv-badez brezhonek eo Jelvestr, anavezetoc'h avat evel troidigezh an anv-badez gallek Sylvestre eget evel anv-badez roet da baotredigoù Breizh.
Dont a ra eus al latin silva, a dalv kement ha koadeg, gwezeg.
Tud
kemmañSent ha pibien
kemmañAnaout a reer, en anv-se:
- seizh sant Jelvestr
- pevar fab (tri fab hag un eneppab, e gwirionez): ar pab Jelvestr Iañ a zo bet lakaet da sant eo a vez lidet d'an 31 a viz Kerzu
Tud
kemmañ- Jelvestr Gwerc'h, eskob Roazhon
- Jelvestr Seveno, skrivagner brezhonek
Hengoun
kemmañKustum e oa ar familhoù da reiñ an anv-se d'ur paotrig ganet da zeiz diwezhañ ar bloaz, deiz Sant Jelvestr. Ur skouer a gement-se a gaver gant ar skrivagner brezhoneg Jelvestr Seveno.
Ur ganaouenn
kemmañAnavezet eo ar ganaouenn Silvestrig, anvet diwar ar stumm gallek brezhonekaet.
Er yezhoù all
kemmañ- E saozneg e kaver an anv Sylvester (pe Silvester) evel anv-badez kenkoulz evel anv-tiegezh pe anv-lec'h.
- E galleg ivez e kaver an anv Sylvestre evel anv-badez kenkoulz evel anv-tiegezh (Silvestre peurvuiañ) pe anv-lec'h.
Stummoù kar
kemmañE galleg e anavezer an anvioù
- Sylvain, evel en anv Sylvain Botrel, soner ha komediañcher e Strollad Kallag
- Sylvie, pe Silvia, evel en anv Sylvie Vigourouz, komediañcherez e Strollad Penn-ar-Bed,
- Sylvia, anavezet e meur a yezh all.
En italianeg e anavezer an anvioù Silvestro roet d'ar baotred, ha Silvestra roet d'ar merc'hed.