Simon Sirodot (1825 - 1903) a oa un arkeologour gall hag a gasas da benn furchadegoù e lec'hienn ragistorel Menez-Dol en XIXvet kantved.

Ganet e oa bet Simon Sirodot e Longeau (Haute-Marne) e 1825. Kelenner lise e voe a-raok derc'hel ur gador-gelenn war al loenoniezh hag al louzawouriezh e skol-veur Skiantoù Roazhon. Embann a reas ul levr war ar bezhin Batrachosperm e 1884 ha dean skol-veur Roazhon e voe etre 1869 ha 1894.

Desachet e voe e evezh pa glevas kaoz eus dizoloadennoù eskern war Menez Dol da heul labourioù kaset en ur vengleuz greunvaen. Mont a reas da gas furchadegoù eno e 1872 hag e 1873. Lakaat a reas toullañ peder c'hleuziadenn evit sevel profil ar gwiskadoù, ar pezh ne oa ket kustum an arkeologourien d'ober d'ar mare-se pa vezent techet da zastum an traezoù kaerañ evel ma teu e teu, hep teurel pled ouzh an endro arkeologel. Dastum a reas evel-se un toullad mat a eskern hag a vinvioù kailhastr.

E anv zo bet roet d'ur skol e Menez-Dol.

Liamm diavaez

kemmañ