Ar skarzherez-delioù zo ur mekanik trouzus a daol aer hag a servij da bellaat delioù ar gwez pa gouezhont war an douar, d'o bountañ d'ober ur bern a vo dastumet diwezhatoc'h. Darn a lavar eo ur benveg-liorzhour zoken.

Skarzherez-delioù trouzus

Diaes eo gouzout gant piv eo bet ijinet. Hervez lod e vije bet e Japan er bloavezhioù 1950, hervez lod all e SUA er bloavezhioù 1970. Evel kalz traoù ijinet eno eo bet brudet ar mekanik gant ar filmoù stadunanat a-raok degouezhout en hon bro war-dro ar bloavezh 2000.

Hiziv e kav d'an tiez-kêr n'haller ket tremen hepte. Bugale zo n'o deus ket gwelet dastum delioù gant ur rastell gwech ebet, hag e Skolioù-meur Roazhon e vezont lakaet da ganañ adalek 7 eur 30 diouzh ar beure en diskar-amzer hag a-wechoù zoken e-pad an amzer-skol.

Penaos e vez implijet kemmañ

Gant an aer a deu er-maez, evel eus ur sec'her-blev, e vez bountet an delioù d'ober ur bern a vo dastumet diwezhatoc'h gant ur sunerez. Pa vez avel e nij ar bern kuit tost kenkent.

Mont a ra ar mekanik en-dro gant ur c'heflusker daou grogad, ha daou efed dezhañ:

  • bouzariñ a ra an implijer, a wisk stouvoù-divskouarn, hag e amezeien, ha n'o devez netra da ziwall o divskouarn diouzh an drouz;
  • saotrañ a ra an aer.

Talvoudegezh kemmañ

E-touez an efedoù e weler kement-mañ:

  • deviñ a reont eoul-maen, ha dre-se e taolont moged ha CO2, hag e kemeront perzh e saotradur an aer, hag e tommadur ar blanedenn,
  • pa vez gleb an delioù ne c'hallont ket sevel na bountañ anezho
  • pa vez avel e vez dispennet ar bernioù, ha didalvoud eo al labour graet hag an eoul-maen devet
  • pa vez sec'h an aer e sav poultr ouzhpenn moged, e vez analet ar poultr gant ar re ne wiskont maskl-analat ebet, hag er poultr e vez kaoc'h sec'h ar chas a vez kaset da bourmen war an delioù,
  • ar mekanik, graet evit aesaat labour ar vicherourien a-hervez, a c'hall ober poan vras er vrec'h hag er c'hein peogwir eo ponneroc'h eget ur rastell ha dre ma kren ma fraoñv keit ha ma ya en-dro
  • gant an trouz e teu poan-benn d'ar vicherourien ha d'an amezeien, ha poan-skouarn (pe akoufenoù) ivez zoken
  • ar memes labour, pe labour gwelloc'h alies, a c'hallfe bezañ graet gant ur rastell
    • hep deviñ eoul-man
    • nag hep ober trouz.

Hervez enebourien ar skarzherezioù-delioù eo aze emañ o gwir dalvoudegezh:

  • gwerzhañ binvioù didalvoud ha ne c'hallont ket mont en-dro hep eoul-maen,
  • lonkañ eoul-maen evit dispign arc'hant an tiez-kêr
  • ober trouz evit lakaat da grediñ e vez graet labour efedus

Enebiezh kemmañ

Enebourien zo d'an araokaat e broioù zo[1],[2]. E meur a gêr e California ez eus bet difennet implij ar mekanikoù -se abaoe pell abalamour d'ar saotradur dre drouz:

E Breizh ne glever mouezh ebet a-douez difennerien an natur o sevel a-enep dezho c'hoazh.

Notennoù kemmañ

  1. (en) « Clean comments : Complete Ban on Leaf Blowers »
  2. (en) « Leaf blower facts »
  3. (en) « Ban Leafblowers And Save Our Town »

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.